Skeuliad Richter
Mentelezh ur c'hren-douar a vuzul an energiezh a vez dieubet e-kerzh ur seism. Seul uheloc'h ar ventelezh, seul vuioc'h ez eus bet dieubet a energiezh gant ar seism. Pa gresker eus 1 war ar skeul e talvez e vez lieskementet dre 30 an energiezh ha dre 10 ampled ar fiñv.
Skeuliad Richter
Anvet diwar | Charles Francis Richter |
---|---|
Dezverket dre | logarithmic scale |
Ar ventelezh hag ar c'hreñvder (evel skeul Mercalli) a zo daou vuzul disheñvel. Ar c'hreñvder a zo ur muzul eus an distruj graet gant ur c'hren-douar.
Deskrivañ | Mentelezh | Efedoù | Stankder |
---|---|---|---|
Micro | < 2,0 | Mikro kren-douar, ne vez ket santet. | 8000 bemdez |
Bihan tre | 2,0-2,9 | Ne vez ket santet dre-vras, met enrollet. | 1000 bemdez |
Bihan | 3,0-3,9 | Santet e vez alies, met ne vez ket nemeur a zistrujoù. | 49000 ar bloaz |
Lijer | 4,0-4,9 | An objedoù a fiñv en tiez ha trouz a vez. Ral e vez an distrujoù bras. | 6200 ar bloaz |
Dereat | 5,0-5,9 | Gellout a ra ober distrujoù bras war savadurioù savet fall. Gwan e vez an distrujoù evit ar savadurioù savet mat. | 800 ar bloaz |
Kreñv | 6,0-6,9 | Betek 180 km en dro d'an epikreizenn e c'haller kaout distrujoù, ma vez poblet. | 120 ar bloaz |
Meur | 7,0-7,9 | Gellout a ra ober distrujoù bras war un dachenn vrasoc'h. | 18 ar bloaz |
Pouezus | 8,0-8,9 | Gellout a ra ober distrujoù a dalvoudegezh war kantadoù ha kilometradoù tro-dro. | 1 ar bloaz |
Dreist-ordinal | > 9,0 | Dismantret e c'hell bezañ takadoù da meur a miliad a gilometradoù en dro d'ar c'hren-douar. | 1 bep 20 bloaz |