Charles Francis Richter

Charles Francis Richter a zo ur sismologour amerikan, ganet eo e Butler County e-kichen Hamilton (Ohio) d'ar 26 a viz Ebrel 1900 ha marv d'an 30 a viz Gwengolo 1985 e Altadena (Kalifornia).

Charles Francis Richter
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
Anv ganedigezhLainer Kemmañ
Anv-bihanCharles, Francis Kemmañ
Anv-familhRichter Kemmañ
Deiziad ganedigezh26 Ebr 1901 Kemmañ
Lec'h ganedigezhOverpeck Kemmañ
Deiziad ar marv30 Gwe 1985 Kemmañ
Lec'h ar marvPasadena Kemmañ
Lec'h douaridigezhMountain View Cemetery and Mausoleum Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Micherseismologist, Douarour, matematikour Kemmañ
Tachenn labourGeofizik, Seismologiezh, Skeuliad Richter, matematik Kemmañ
ImplijerCalifornia Institute of Technology, University of Southern California, Stanford University Kemmañ
Kargfull professor Kemmañ
Bet war ar studi eCalifornia Institute of Technology, Stanford University, University of Southern California, Los Angeles High School Kemmañ
Oberenn heverkSkeuliad Richter Kemmañ
Ezel eusAmerican Academy of Arts and Sciences Kemmañ
Charles Francis Richter

Buhez kemmañ

Charles Richter a zo ganet en ur familh a labourerien-douar en Ohio. E Los Angeles e Kalifornia e vev e-pad e grennardiezh.

Alies e vez e arnodva sismologiezh Pasadena e 1927, studiañ a ra e skol-veur Stanford, hag er "California Institute of Technology" (Caltech) e lec'h ma resev e PhD Fizik e 1928. Ar memes bloavezh e timez gant Lillian Brand.

Ne gav ket reizh skeulioù Rossi (bloavezhioù 1880) pe Mercalli (1902), a zeskrive ar c'hrenoù-douar da geñver an distruj pe ar santadurioù. Dre-se e kinnigo e 1935 ur skeul (skeul Richter) a c'hell deskrivañ galloudezh ur c'hren-douar en epikreizenn dre an energiezh implijet.

Labourat a ra er "Carnegie Institute" eus 1927 da 1936 ha goude er "California Institute of Technology" evit labourioù teknikel. Dont a ra da vezañ kelenner war ar sismologiezh e 1952.

E 1956, gant Beno Gutenberg (1889-1960), e tiskouez e klot ar meurez 0 gant tro 10⁴ Joules, pa vez ar meurez 9 damkevatal da 10¹⁷ Joules.

Mervel a ra an 30 a viz Gwengolo 1985 e Altadena e-kichen Pasadena e Kalifornia.