Skinhead Attitude a zo un teulfilm bet sevenet gant ar filmaozer suis Daniel Schweizer, ha deuet er-maez e 2003. En teulfilm-se e kinnig Schweizer teurel ur sell hollek ouzh al luskad skinhead, eus an tu kleiz pellañ d'an tu dehou pellañ.

Senario

kemmañ

Harozez an teulfilm, Karole hec'h anv, a zo ur plac'h skinhead dibolitikel a Frañs a gej gant skinheaded. Heuliañ a reer anezhi en he zroiad. En teulfilm eo kinniget ivez istor al luskad skinhead, eus ar bloavezhioù 1960 pa ziwanas er Rouantelezh-Unanet, pa voe dizoloet ar sonerezh ska bet aozet er Jamaika. D'ar mare-se ne oa tamm politikerezh ebet e bed ar skinheaded. Eus renkad ar vicherourien e oant, hag ec'h embannent bezañ disuj. En o zouez e oa ur bern tud du pe a orin aziat. Ul lodenn anezho a implije arouezioù nazi, peurliesañ peogwir e felle dezho diskouez splann e oant disheñvel diouzh remziad o zud pe o zud-kozh, hag o doa stourmet da vare an Eil Brezel Bed. Goude-se e weler penaos eo kemmet al luskad e dibenn ar bloavezhioù 1970, da skouer pa voe aozet ar strollad Skrewdriver gant Ian Stuart, hag eñ difenner ar vroadelouriezh saoz hag an naziouriezh. Da heul ar pennad-se e kinnig ar filmaozer kejañ gant skinheaded eus an tu kleiz pellañ hag eus an tu dehou pellañ, e Frañs, Suis, Alamagn, Polonia hag ivez er Rouantelezh-Unanet. Ar pennad da heul a zo gouestlet d'al luskad skinhead enep-faskour, anvet SHARP, hag ar re anvet RASH. Goude-se e weler emdroadur luskad skinhead an tu dehou pellañ, gant krouidigezh Blood and Honour ha hini Combat 18 war dachenn ar sponterezh. Da-heul e kejer gant skinheaded nazi e Dallas. Ar re aterset a embann splann e fell dezho ma vo distrujet an dud du, ar vuzulmiz hag ar yuzevien, a-benn gwareziñ ar ouenn wenn. Diskouez a reont ivez o armoù, hag a zo gwall niverus. Goude-se ez a ar filmaozer betek Chicago, rak eno eo emañ d'en em gavout gant skinheaded an tu kleiz pellañ. En termen diwezhañ e nac'h ar re-mañ en em ziskouez en ur film ennañ boneheaded, hag e nac'hont ivez peogwir ne c'hallont ket embann o soñj war danvez an teulfilm. Ne lavar ket ar filmaozer hag-eñ e oa sañset kejañ gant re SHARP pe re RASH. Goude-se e tiviz ar filmaozer mont betek Montreal, hag eno e kej gant skinheaded dibolitikel hag a gav ez a re bell ar re eus an tu kleiz pellañ. D'ar mare-se e kemm ar film, hag ec'h embanner ez a skinheaded an tu kleiz pellañ a-enep da sevenadur orin ar skinheaded. Ar skinheaded dibolitikel a embann ivez e vez rebechet outo gant re an tu kleiz bezañ re dost ouzh re an tu dehou, dreist-holl pa gejont e-pad sonadegoù. E dibenn an teulfilm en em gaver e Las Vegas da heul roudoù daou skinhead, unan gwenn hag unan du, hag int anvet Lin Newborn "Spit" ha Dan Shersty. An daou anezho a voe lazhet d'ar 4 a viz Gouere 1998 e-kreiz an dezerzh. Ur stign a voe aozet a-enep dezho gant skinheaded an tu dehou pellañ. Da heul an afer-se e kuitaas skinheaded an tu dehou pellañ ar gêr. Distreiñ a rejont koulskoude, padal ne chom mui skinhead ebet eus an tu kleiz e Las Vegas. E dibenn ar film e ra anv ar filmaozer eus ar Bibl, ha keñveriet eo ar skinheaded gant Kain hag Abel. Komzoù Karole a glever ivez war an afer-se, ha tud zo a rebech outi bezañ gwall hegredik.

Dielfennañ

kemmañ

An teulfilm nemetañ ennañ un displegadenn eus holl al luskad skinhead eo. Daoust da se n'eo ket bet degemeret mat gant ar re a reer redskin anezho, rak rebech a reont ne vefe ket splann an diforc'h etrezo hag ar re eus an tu dehou pellañ, hag e rebechont ivez e vefe roet ur skeudenn vat eus ar skinheaded dibolitikel. Rebechet e vez ivez ar fed e vefe diskouezet skeudennoù savet a-benn sachañ evezh an arvesterien, hep diskouez tuioù pozitivel ar sevenadur skinhead (soud system, skouter). Ar riskl a zo eo e talc'hfe soñj an arvesterien eus un nebeud traoù evel ar fed e plij kalz ar bier hag ar feulster d'ar skinheaded, hag a fet e vezont bepred o soñjal en o dilhad. Merkoù dilhad evel Lonsdale, Fred Perry, Ben Sherman, Merc, Lambretta, Brittac, pe c'hoazh Loakes a weler kalz er film.

Liammoù diavaez

kemmañ