Skol Etrebroadel Lenin
Skol-Veur Gomunour Labourerion ar Reter a oa bet krouet e 1926 e Moskov gant ar C'homintern evit stummañ pennoù komunour Europa hag Amerika dreist-holl.
Etre 1926 ha 1938 e oa bet stummet enni war-dro 3.000 den. Pep studier a deuas ivez da vezañ ezel eus Strollad Komunour an Unaniezh Soviedel.
Kas a reas da-benn ur stummadur heñvel-tre ouzh an hini ma veze graet gant Skol-Veur Gomunour Labourerion ar Reter, ma veze stummet enni tud eus ar broioù trevadennet.
Eno e veze ken teorikel ha pleustrek an danvezioù ma veze kelennet, da skouer, teoriennoù ar varksouriezh, penaos aozañ ha brudañ ur Stollad Komunour, aferioù o tennañ d'ar gwir ha d'ar velestradurezh, penaos kas da-benn an dispac'h, penaos sevel ur stad sokialour, sindikadoù, hag all.
Setu un nebeud komunourion vrudet bet stummet e KUTV:
- Josip Broz Tito, penn Yougoslavia etre 1945-1953;
- Władysław Gomułka, unan eus pennoù Strollad Komunour Polonia etre 1956-1970
- Erich Honecker, penn Republik Demokratel Alamagn] etre 1971-1989;
- Waldeck Rochet, sekretour-meur Strollad Komunour Frañs etre 1964-1973;
- Moses Kotane, sekretour-meur Strollad Komunour Suafrika adalek 1939;
- Harry Haywood, Amerikan a-orin afrikanek anezhañ, unan eus pennoù Strollad Komunour SUA.