Skol-Veur Gomunour Labourerion ar Reter

Skol-Veur Gomunour Labourerion ar Reter (ruseg: Коммунистический университет трудящихся Востока pe КУТВ) diverraet diwar ar ruseg KUTV hag anvet ivez a-wezhoù Skol-Veur ar Reter-Pellañ a oa bet krouet d'ar 21 a viz Ebrel 1921 e Moskov gant ar C'homintern evit stummañ pennoù komunour ar broioù trevadennet.

Digoret e oa bet ar Skol ez-ofisiel d'an 21 a viz Here 1921. Kas a reas da-benn ur stummadur heñvel-tre ouzh an hini a veze graet gant Skol Etrebroadel Lenin, ma veze stummet enni tud eus Europa hag Amerika dreist-holl.

Er penn-kentañ e oa Karl Radek e penn ar Skol betek ma oa bet skarzhet diouzh Strollad Komunour an Unaniezh Soviedel.

Eno e veze ken teorikel ha pleustrek an danvezioù ma veze kelennet, da skouer, teoriennoù ar varksouriezh, penaos aozañ ha brudañ ur Stollad Komunour, afreioù o tennañ d'ar gwir ha d'ar velestradurezh, penaos kas da-benn an dispac'h, penaos sevel ur stad sokialour, sindikadoù, hag all.

Skourroù lec'hel a oa ivez e Bakou (bremañ en Azerbaidjan), Irkoutsk ha Tochkent (bremañ en Ouzbekistan).

Embannet e evze gant ar Skol-Veur Революционный Восток ("Ar Reter Dispac'hel").

Setu un nebeud komunourion vrudet bet stummet e KUTV:

Serret e oa bet ar Skol-Veur da diwezh ar bloavezhioù 1930. Dikreizennet e oa bet labour stummañ ar Skol-Veur, isrannet e meur askol vihan dre republikoù an Unaniezh Soviedel.

Liammoù diavaez

kemmañ