Erich Honecker
Erich Honecker (25 a viz Eost 1912 - 29 a viz Mae 1994) a oa anezhañ ur politikour komunour alaman bet e penn Republik Demokratel Alamagn (pe 'Alamagn ar Reter') etre 1971 ha 1989. Goude ma oa bet adunvanet an Alamagn e tec'has betek an Unaniezh Soviedel met kaset e oa bet en-dro d'an Alamagn e-lec'h ma voe bac'het ha tamallet da vezañ kiriek da dreitouriezh ha torfedoù all kaset da-benn e-kerzh ar Brezel Yen. Laosket e voe da vont kuit eus an toull abalamour ma oa o vervel gant ar c'hrign-bev. Mervel a reas e Chile nebeut amzer war-lerc'h.
Erich Honecker | |
---|---|
Pennsekretour Strollad Sokialour Unvanet Alamagn | |
Er galloud | |
1971 – 1989 | |
A-raok : | Walter Ulbricht |
War-lerc'h | Egon Krenz |
25 Eost 1912 Neunkirchen (Saar), Germany | |
Marv | May 29 1994 Santiago,Chili |
Strollad politikel | |
Pried | Edith Baumann (1950-1953) Margot Feist (adalek 1953 ) |
Micher | Politikour |
Prezidant Kuzul-stad Republik Demokratel Alamagn | |
In office | |
1976 – 1989 | |
A-raok | Willi Stoph |
War-lerc'h | Egon Krenz |
Ganet e oa bet Honecker e Neunkirchen er Saarland (Alamagn). Ezel ar Yaouankiz Komunour (Jugendverband) e oa abaoe 1926 o vont da ezel Strollad Komunour Alamagn (KPD) e 1929. Kaset e voe er bloaz-se da vMoskov evit studial e Skol Etrebroadel Lenin. Distreiñ a reas da Alamagn e 1931 ha harzhet eno gant an nazieed e 1935. Barnet e voe e 1937 da dek vloaz toull-bac'h evit bezañ komunour ha menel a reas en toull betek diwezh an Eil Brezel Bed.
Da diwezh ar brezel e krogas Honecker en-dro da lakaat e pleustr e gredennoù komunour dindan beli Sekretour Meur ar Strollad, Walter Ulbricht. E 1946 e oa Honecker etre izili gentañ Strollad Unvaniezh Sokialour Alamagn (SED), ennañ ar Strollad Komunour (KPD) hag ar sokial-demokratourion eus reter Alamagn. Goude ma eas ar maout gante er vouezhiadeg bet dalc'het e 1946 e teuas Honecker da vezañ dileuriad er breujoù ar vro. Ne badas ket gwall bell, neoazh, rak disklêriet e voe Republik Demokratel Alamagn d'ar 7 a viz Here 1949 en takad aloubet gant an Unaniezh Soviedel, gantañ ur vonreizh nevez. Er sistem nevez-se, damheñvel ouzh hini e pleustr en Unaniezh Soviedel, e oa anezhañ ezel-kannad Sekretouriad ar Poellgor Kreiz e 1950 o vont da ezel-leun e 1958.
E 1961 e voe lakaet Honecker e-karg eus ar voger a oa da vezañ savet e Berlin o troc'hañ ar Republik Demokratel er reter diouzh ar Republik Kevreadel er c'hornôg. Soutenet gant an Unaniezh Soviedel e teuas a-benn da vezañ lakaat e penn ar Strollad Komunour e-lec'h Walter Ulbricht hag e 1976 e voe anvet Kadoriad Kuzul ar Stad (Staatsratsvorsitzender).
Daoust d'ar strivoù bet graet gant Mikhail Gorbatchev evit digeriñ ar renad komunour en Unaniezh Soviedel goude 1985, e kendalc'he Honecker da chom feal ouzh al linenn bolitikel a-gent en ur nac'hañ adwelet ar renad. Met muioc'h mui a vroioù er Bloc'had Soviedel a grogas da sevel a-du gant politikerezh Gorbatchev ha pouezet e voe war Honecker d'ober kemend-all ivez. Dre ma kendalc'he da vont war an hent-se e voe rediet Honecker da reiñ e dilez gant izili ar Burev Politikel d'an 18 a viz Here 1989 o lakaat Egon Krenz en e blas.
Goude ma voe bet dismantret Republik Demokratel Alamagn ez-ofisiel e chomas Honecker en ur c'hlañvdi soviedel nepell diouzh Berlin a-raok tec'hel kuit da vMoskov. Kaset e oa bet en-dro da Alamagn e 1992 pa'z eas an Unaniezh Soviedel da get.
Barnet e oa bet e 1993 met leusket e oa bet da vont kuit abalamour ma oa klañv. Mont a reas da Chile da chom ha mervel a reas gant ur c'hrign-bev eus an avu en harlu e Santiago de Chile nebeudig war-lerc'h e miz Mae 1994.