Chile
Chile, pe Republik Chile (República de Chile e kastilhaneg) hervez hec'h anv ofisiel, zo ur vro e mervent Amerika ar Su, ha Santiago eo ar gêr-benn anezhi. Hir-kenañ eo ar vro, stardet ma'z eo etre an Andoù hag ar Meurvor Habask. Harzoù he deus gant Perou en norzh, Bolivia er biz ha Arc'hantina er reter. Chile a glemmarc'h 1 250 000 km² a diriad en Antarktika.
República Chile | |
---|---|
Banniel | Ardamezioù |
Kan broadel | Canción Nacional |
Dizalc'hidigezh • Disklêriet • Anzavet |
Spagn 18 a viz Gwengolo 1810 12 a viz C'hwevrer 1818 |
Yezh ofisiel | Spagnoleg |
Kêr-benn | Santiago |
Prezidant | Gabriel Boric |
Gorread • Hollad • Dour |
756 950 km² 1,07% |
Poblañs • Hollad) • Stankter |
19 678 310 (2021) 26 ann./km² |
Moneiz | Peso |
Gwerzhid eur | UTC -3 |
Kod Internet | .cl |
Kod pellgomz | 56 |
Lec'hienn ofisiel | ThisisChile.cl |
Chile zo ur ger mapoudoungouneg hag a dalv « lec'h ma'c'h echu ar bed », ha n'en deus netra da welet gant ar ger kastilhaneg chile hag a zo anv ar pimant. Komzet e vez kastilhaneg gant an dud, e doare Chile. Yezhoù henvroat, pe amerindian, a vez komzet ivez: runa Simi, mapoudoungouneg hag aymareg, hag ur yezh polinezianek anvet ar vânaga rapanui (en Enez Pask). N'eus statud ofisiel ebet ganto.
Rannvroioù ha proviñsoù Chile
kemmañRannet eo Chile e 16 rannvro hag a zo rannet e 56 proviñs.
Ar peso eo ar moneiz.
Levrlennadur
kemmañ- Olivier Bras ha Jorge González, Allende, an emgann diwezhañ, Nadoz-Vor Embannadurioù, 2019. (ISBN 9791093241081)
- Jeremi Kostiou, Emsavadeg e Bro-Chile : testenni ur Vreizhadez bet e kreiz an enkadenn, e-barzh Le Peuple Breton/Pobl Vreizh, miz C'hwevrer 2020, niv. 673.
Skeudennoù
kemmañ-
Santiago er goañv
-
Karter kozh Valparaiso
Arc'hantina • Bolivia • Brazil • Chile • Kolombia • Ecuador • Guyana • Panamá • Paraguay • Perou • Surinam • Trinidad ha Tobago • Uruguay • Venezuela
Tiriadoù dalc'het: Georgia ar Su hag Inizi Sandwich ar Su • Gwiana c'hall • Inizi Maloù