Skol Sara
Skol Sara (Sarako Eskola en euskareg) zo ur skol sevenadurel euskarek er XVIIvet kantved. Dont a rae an izili anezhi eus un tolead a rae un tric'horn etre kêriadennoù Sara, Donibane Lohizune, ha Ziburu, e Lapurdi. E-touez an izili pennañ e oa ar veleien Axular hag Etxeberri Ziburukoa, hag ivez tud evel Esteve Materra, Klaberia, Hirigoyti, Guillentena, Joanes Etxeberri, Joanes Haranburu, Pierre Argaiñaratz.
Tud skol Sara a oa beleien, desket mat, hag a skrive levrioù a relijion, barzhoniezh dreist-holl, en euskareg ar bobl, hep latinegadurioù e doare Joanes Leizarraga. En em varn hag en em reizhañ a raent an eil egile.