Skoroù moullañ
Skor moullañ a reer eus ur c'horreenn skoueriekaet he mentoù ma lakaer liv da voullañ un teul[1]. Peuliesañ e vez graet al labour-se gant ardivinkoù arbennik : gwaskerell, luc'heilerez, moullerez, pelleiler.
Dezverkoù
kemmañPevar dezverk zo da renkañ ar skoroù moullañ enne.
- ♦ Ar grammadur
Pouez e grammoù dre metrad-skouer ar skor eo ar grammadur : tevoc'h eo ur follenn baper 200 g eget unan a-vent 80 g. Seul bounneroc'h 1 m² paper, seul devo'h e vo neuze. Evit ar paper dreist-holl eo talvoudek ar grammadur.
- ♦ Ar seurt
Renket e vez ar skoroù moullañ dre o danvez. Setu amañ un nebeud skouerioù evit ar paper hepken.
- Ar paper reizh, kenderc'het war-eeun dre wiennoù plant
- Ar paper adkelc'hiet, diwar paper kozh
- Ar paper treuzwelus (mezell eo e gwirionez)
- Ar paper treuztresañ, kenderc'het dre lakaat paper reizh da soubañ e-pad un nebeud eilennoù en drenkenn sulfurek (H2SO4)
- Ar paper gwrezel, kinniget a-veniadoù evit ar moullerezioù gwrezel
- Ar paper luc'hskeudenniñ
- ♦ Ar berzhded
Kement a berzhdedoù hag a brizioù zo evit ar skoroù moullañ. Alies e teu o ferzhded eus an doare d'o kenderc'hañ : perzh ha roud an neudennoù, danzeadur kimiek, liv, lufr, harz ouzh ar skrabañ hag ar regiñ. Hervez perzhded ar skor e vo gwell pe welloc'h perzhded ar moullañ hag e vo nebeut pe nebeutoc'h a stonkañ e red ar paper en ardivinkoù, er moullerezioù dreist-holl.
- ♦ Ar vent
Skoueriekaet eo mentoù ar skoroù, hervez lezennoù etrebroadel evel ar reol ISO 216 hag a dermen ar mentoù A, B C, a vez arveret e Breizh (e.g. A4, 210 x 297 [[metr|mm). Reolioù all zo, evel ar mentoù gall AFNOR (e.g. Raisin, 500 x 650 mm) pe re SUA (e.g. Executive, 267 x 203 mm).
Arver
kemmañLiesdoare eo ar skoroù moullañ a vez arveret er burevioù. War baper reizh gwenn 80 g/m² ment A4 e vouller peurliesañ, hogen paper reizh a bep seurt liv hag a ventoù all zo ivez. Warnañ e vez moullet ar peurvuiañ eus an teulioù gant an ardivinkoù burevek arnevez. Hervez an ardivinkoù e c'heller implijout ur skalf grammadur 160 – 250 g/m², zoken evit ar re nevesañ eus ar moullerezioù. Ne vez ket graet skoroù moullañ gant ar paper reizh e c'hrammadur gwell uheloc'h eget 250g/m² ; kartoñs a implijer kentoc'h.
An hevelep labour a c'hell bezañ graet war paper adkelc'hiet. Pa oa bet lakaet war ar marc'had ar paper-se ne oa ket bet gwall briziet en abeg ma ne oa ket brav e berzhded : gwenn-melen e oa kentoc'h eget gwenn, kalz poultrenn baper a leze en ardivinkoù pa veze sec'h, hag alies e veze gleb abalamour ma tape al leizhien, ar pezh a rae e oa fall-put alies ar moullañ. Hogen adalek kreiz ar bloavezhioù 2000 ez eo deuet da vezañ kenkoulz war-vete e berzhded ha hini ar paperoù all.
Ar mentoù
kemmañReol ISO 216
kemmañJedet eo bet ar reol ISO 216 evit ma virfe ar skor ar c'henfeur √2 etre e hirder hag e ledander pa vez daoubleget pe troc'het e daou damm, kement-se evit krennañ ar c'holl pa vez masikodet hag evit fardañ levrioù dre blegañ. Niverennet 0 eo ar skor brasañ, ha dre zaoublegañ e termener ment ar skoroù all betek an hini bihanañ, a zo niverennet 10 peogwir e ez eo bet daoubleget ar skor 0 dek gwech.
Tri rummad mentoù zo : A zo diazezet war ar vent A0 (1 m², 1 189 x 841 mm), B (B0 : 1,414 m², 1 000 x 1 414 mm) ha C (C0 : 1,190 m², 917 x 1 297 mm).
Ment A | Ment B | Ment C | |||||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
Ment | mm × mm | Meutad x meutad | px (300 px/") | Ment | mm × mm | " x " | px (300 px/") | Ment | mm × mm | " x " | px (300 px/") |
A0 | 841 × 1189 | 33.1 × 46.8 | 9930 × 14040 | B0 | 1000 × 1414 | 39.4 × 55.7 | 11820 × 16710 | C0 | 917 × 1297 | 36.1 × 51.1 | 10830 × 15330 |
A1 | 594 × 841 | 23.4 × 33.1 | 7020 × 9930 | B1 | 707 × 1000 | 27.8 × 39.4 | 8340 × 11820 | C1 | 648 × 917 | 25.5 × 36.1 | 7650 × 10830 |
A2 | 420 × 594 | 16.5 × 23.4 | 4950 × 7020 | B2 | 500 × 707 | 19.7 × 27.8 | 5910 × 8340 | C2 | 458 × 648 | 18.0 × 25.5 | 5400 × 7650 |
A3 | 297 × 420 | 11.7 × 16.5 | 3510 × 4950 | B3 | 353 × 500 | 13.9 × 19.7 | 4170 × 5910 | C3 | 324 × 458 | 12.8 × 18.0 | 3840 × 5400 |
A4 | 210 × 297 | 8.27 × 11.7 | 2481 × 3510 | B4 | 250 × 353 | 9.84 × 13.9 | 2952 × 4170 | C4 | 229 × 324 | 9.02 × 12.8 | 2706 × 3840 |
A5 | 148 × 210 | 5.83 × 8.27 | 1749 × 2481 | B5 | 176 × 250 | 6.93 × 9.84 | 2079 × 2952 | C5 | 162 × 229 | 6.38 × 9.02 | 1914 × 2706 |
A6 | 105 × 148 | 4.13 × 5.83 | 1239 × 1749 | B6 | 125 × 176 | 4.92 × 6.93 | 1476 × 2079 | C6 | 114 × 162 | 4.49 × 6.38 | 1347 × 1914 |
A7 | 74 × 105 | 2.91 × 4.13 | 873 × 1239 | B7 | 88 × 125 | 3.46 × 4.92 | 1038 × 1476 | C7 | 81 × 114 | 3.19 × 4.49 | 957 × 1347 |
A8 | 52 × 74 | 2.05 × 2.91 | 615 × 873 | B8 | 62 × 88 | 2.44 × 3.46 | 732 × 1038 | C8 | 57 × 81 | 2.24 × 3.19 | 672 × 957 |
A9 | 37 × 52 | 1.46 × 2.05 | 438 × 615 | B9 | 44 × 62 | 1.73 × 2.44 | 519 × 732 | C9 | 40 × 57 | 1.57 × 2.24 | 471 × 672 |
A10 | 26 × 37 | 1.02 × 1.46 | 306 × 438 | B10 | 31 × 44 | 1.22 × 1.73 | 366 × 519 | C10 | 28 × 40 | 1.10 × 1.57 | 330 × 471 |