Luc'heilerez
Graet e vez luc'heilerez eus un ardivink a dalvez d'an dud d'ober luc'heilennoù. Arveret e vez e meur a lec'h (skolioù, tiez-kêr, embregerezhioù ha kement zo) da gaout eilennoù peurheñvel war (unan pe vuioc'h) eus ur pezh orin, un teul paper moullet traoù warnañ. Gwechall e veze graet gant luc'heilerezioù treloc'hel nemetken a yae en dro gant enkr, pe huz, dourenneg da voullañ. Da c'houde int aet da vezañ tredanel evel ar peurvuiañ eus an ardivinkoù arnevez gant meur a amredad elektronek o kemer muioc'h mui o flas enne ivez betek merañ an argerzh mont en dro a-bezh bremañ. Hag abaoe meur a vloavezh e vez implijet huz poultr da voullañ, paket hiviziken e-barzh karitelloù aezet da gemmañ pa vezont toull.
Renket e vezont diouzh o buander, hervez an niver a follennoù a c'hellont moullañ e-korf ur vunutenn. Lâret e vez evel-se eo gouest ul luc'heilerez ober 15 luc'heilenn bep munutenn evit unan e vije staliet da skouer e-barzh burev un embregerezh vihan pe unan arall a vije barrek d'ober 80 luc'heilenn bep munutenn evit un ardinvik ("da broduiñ") staliet en ul lise bras a-walc'h. Gallout a reer dewerzhañ ar buander-se e pajenn dre vunutenn (pdv) eleze evit an div skouer a-us : 15 pdv ha 80 pdv. Hervez o buander luc'heilañ e vezont renket e-barzh krennennoù evel da skouer ar grennenn II pe IV.
Moullet e vez gante war skoroù moullañ a bep seurt o kaout lies arouezadur : an tewder, dreist-holl evit ar paper, ar ment, an danvez (paper reizh, paper treuzwelus, paper treuztresañ, paper adaozet). Ar ment paper implijet peurliesañ e-barzh al luc'heilerezioù a zo deus ar ment A6 d'an hini A3. Lod anezhe a zo moaien moullañ war skoroù A2 gante evit implijoù ispisial (skritelloù da skouer).
Met bremañ e c'heller stadañ daou seurt luc'heilerezioù hervez an teknologiezhioù a vez implijet evit o mont en-dro : al luc'heilerezioù kemblac'hel hag al luc'heilerezioù niverel. Ar re gentañ o vont da vezañ muioc'h-mui diamzeret pa geñverier o galloudezh ouzh hini ar re niverel deskrivet diwezhatoc'h.
Luc'heilerezioù kemblac'hel
kemmañGant al luc'heilerezioù kemblac'hel, skeudenn ar pezh orin e vez "skrivet" rag-eeun war ar c'helorn, pe al luc'hreüser, dre un heuliad melezerioù. Ar pezh orin a vez "lennet", pe dezrannet, gant ur skanner e vez graet c'hwilerver anezhañ ivez (pe luc'hlenner), ul lamp halogen ennañ. Ar skinoù produet gant al lamp a vez heñchet gant ar melezourioù da skrivañ ur skeudenn deus ar pezh orin war ar c'helorn. A-wechoù, e vez skrivet ar skeudenn war al luc'hreüser gant ur steudad LED e-lec'h ar melezour diwezhañ.
Gant ar reizhiad-mañ, m’hon eus c'hoant da gaout muioc'h evit ur skouerenn deus un teul, e ranko ar c'hwilerver (pe skanner) lenn kement a wech ha ma oa goulennet a niver a luc'heilennoù.
Evel-just, bremañ hag abaoe deroù ar bloavezhioù 1980, ez eus tu da vihanaat ha da vrasaat ur pezh orin o tremen da skouer deus ur vent A4 da A3, pe ar c'hontrol. Posupl eo kement-mañ dre lakaat ur werenn a-ziavaez (objektiv) o fiñval hedek ouzh ar skinoù. E-giz-se e vez bihanaet pe brasaet ar skeudenn war ar melezour 'zo dres a-dreñv.
Luc'heilerezioù niverel
kemmañAl luc'heilerezioù niverel er c'hontrol ez eus enne amredadoù elektronek etre ar c'hwilerver hag ar c'helorn da geweriañ (tretiñ) an teulioù e vez tapet o skeudenn linenn ha linenn gant un enanker CCD lakaet e penn amred luc'hel ar skanner. Hervez c'hoant an arveriad e vez keweriet ar skeudennoù d'ober anezhe bihanaat, brasaat, treiñ, chom e-barzh ur memor elektronek (ur gantenn galet evit un darn anezhe), ha kement zo ... a-raok moullañ ar skouerennoù goulennet war follennoù paper. Se a ra n'eus ezhomm nemet ul lenn (un dezrannadur) gant ar c'hwilerver evit kaout un niver X a luc'heilenn.
Enlouc'hañ skeudenn an teul war gorreenn luc'hgizidik ar c'helorn e vez graet gant ul penn laser evit al luc'heilerezioù niverel bezañ ma ez'eus un darn anezhe ne vez ket implijet ar galvezerezh-se (teknik-se) enne met e vez graet kentoc'h gant ur steudad LED sturiet gand an amredadoù elektronek a geweriañ.
Un aezamant hag o deus al luc'heilerezioù-se eo e c'hellont bezañ kennasket ouzh un urzhiataer da voullañ rag-eeun an teulioù (hag e teu da vezañ neuze ur voullerez) pe da dapout un teul dezrannet war e c'hwilerver d'ober gantañ ur restr war ar gantenn galet, da skouer. Tamm ha tamm e teuont da vezañ savennoù liesarc'hwel bureveg (MFP e saozneg) pa int muioc'h mui ardivinkoù gouest d'ober pep tra evit ar pezh a sell ouzh keweriadurioù an teulioù moullet e-barzh ur burev, evel binvioù da gehentiñ (moullerez, luc'heilerez, c'hwilerver, ha ivez bremañ pelleiler). Kevreet e vezont alies ivez ouzh rouedadoù stlenneg gant ur gartenn rouedad marc'het enne a orin pe evel un dibarzh.
Teknologiezh boutin evit an daou seurt a luc'heilerez
kemmañPe vije e-barzh ul luc'heilerezh gemblac'hel pe niverel, ez'eus bepred un unvez digelañ da lakaat an huz war ar c'helorn el lec'hioù ma vez red, orjalennoù "korona" da vec'hiañ ent tredansavel ar c'helorn ha da dreuskas an huz deus ar c'helorn d'ar follenn (pezh 'vez graet a-wechoù gant ur ruilh), hag ur forn da erverkañ an huz war ar follenn (pe "stabilaat an huz" war ar follenn).
Evit al luc'heilerezioù liv e vez kavet pevar reizhiad "luc'hreüser-korona-unvez digelañ", unan evit pep liv (du, majenta, siañ ha melen), hag ur lerenn e vez treuzkaset warni skeudennoù a bep liv war an hevelep gorreenn da veskañ anezhe d'ober ur skeudenn pevarlivek. An treuzkas war ar follenn e vez graet neuze gant un orjalenn gorona pe ur ruilh treuzkas a-raok tremen dre ar forn da stabilaat an huz.
Dibarzhioù
kemmañEstreget ober luc'heilennoù eeun e kinnig al luc'heilerezioù doareoù emgefreek d'eeunaat ar c'henderc'hañ (ar produiñ) skouerennoù teulioù a bep seurt : follenn moullet war an daou du, teul liesfollenn ...Hag ivez renkañ al luc'heilennoù o tispartiañ bep skouerenn eus un teul liesfollenn. D'ober al labour-se, e c'hellomp menegiñ un nebeud dibarzhioù a vez kavet gwell alies gant an ardivinkoù luc'heilañ.
- Karger teulioù : a vez implijet gant an arveriaded pa vezont o luc'heilañ un teul liesfollenn. Hemañ eo a gemer emgefreek ar follennoù unan hag unan.
- Kased rekto-verso : a dalvez da voullañ un tu gin eus ur follenn hep ma ranker lakaat anezhi en-dro en ardinvik dre zornren. Gand ur c'harger-troer e c'heller ober ur luc'heilenn eus un teul RV emgefreek o vezañ ma vo bet gouest da dreiñ e-unan an teul ar c'harger.
- Dispartier : a vez arveret da zispartiañ emgefreek skouerennoù un teul liesfollenn hag ouzhpenn d'o skrafennañ pa vez tu d'hen ober (mac'h eo aveet an dispartier gand ur skrafennerez). Dispartier-dibenner e c'hellomp ober ouzh an dispartierioù gouest da skrafennañ, toullañ, plegañ, ouzhpenn a zispartiañ.
Un gartenn belleiler a vez kavet muioc'h mui bremañ a-gevret gant al luc'heilerezioù arnevez. Se a ginnig an tu da gas ur faks adalek un urzhiataer eo bet luget al luc'heilerez outañ.
An dalc'hen a-ratre (pe an trezerc'hel)
kemmañAl luc'heilerezioù 'zo ardivinkoù e vez ret c'hoazh ober dezhe un dalc'hen e-ratre (pe kas en dro) alies. Pezhioù 'zo da vezañ kemmet ingal (ar c'helorn, an unvez digelañ, ruilhioù ar forn) hag e ranker naetaat ur wech an amzer ar ruzerezioù (a gemer ar paper er c'hasedoù) kuit e vefe re a stonkadurioù a-hed amred ar paper (stonkadur 'vez graet deus ur follenn baper o teukañ e-kerz he amred e-barzh al luc'heilerez). Tud 'zo 'vez stummet a-ratozh evit al gefridi-se : kalvezourien pe teknikourien Servij Goude ar Werzh (pe SAV e galleg).
Gant an holl luc'heilerezioù e vez kavet enne ur c'honter a dalvez da c'hoût pet luc'heilennoù a zo bet graet gante hag ivez war an dro da fakturiñ ar pratikoù, ar re-se da paeañ ur gevrat kas en dro hervez an niver a luc'heilennoù graet gante.
War gresk ec'h aio an niver a luc'heilerezioù luget oute modemoù GPRS a ro lañs d'ar "pellgas en dro". Gand an benveg-se ez 'eus tu evit an ardinvik en em gevreañ ouzh ur servijer diabell ha dreuzkas dezhañ peseurt skoilh a c'hellfe c'hoarvezout gantañ. Er mod-se ec'h anavezo ar servij dalc'hen e-ratre e ranko hanterañ hep ma vefe red d'an arveriad pellgomziñ hag en dazont adingalañ al luc'heilerez a-ziabell evit kudennoù elektronek dreist-holl.