Slovenska Skupnost (Unvaniezh Slovenat) a zo ur strollad politikel italian a zifenn gwirioù ar Slovened en Italia. E proviñsoù Trieste ha Gorizia eo oberiant dreist-holl. Drago Štoka eo e brezidant.

E-pad ar bloavezhioù 1960 e oa bet krouet hag e 1963 e kemeras perzh en dilennadegoù evit ar wech kentañ. Ingal e kinnig danvez-kannaded met n'eus dilennad ebet gantañ abalamour m'eo re vihan an niver a Slovened o vevañ er vro. E 1992 e kevreas gant ar Partito Sardo d'Azione, an Union Valdôtaine, hag an Union für Südtirol da ginnig ul listenn, Federalismo hec'h anv. Ur senedour hag ur c'hannad o deus gounezet met ne oa ket ar re-mañ izili eus Slovenska Skupnost.

Goude krouidigezh an eil republik e kenlabouras gant strolladoù an tu-kleiz, dreist holl gant ar Vargherita. Daoust ma n'en deus pouez ebet el live broadel, ez eo deuet a-benn da c'hoari ur roll pouezus er rannvroioù ma'z eus Slovened o vevañ. Meur a zilennad en deus e kumunioù eus reter Frioul evel San Floriano del Collio ha San Dorligo della Valle.

A-drugarez d'e gevread gant strolladoù arall ez eo aet e-barzh kuzul-kêr ha kuzul proviñsel Trieste ha Gorizia. E 2003 eo aet Mirko Špacapan, un ezel d'ar strollad, e-barzh ar c'huzul rannvroel.

Liammoù diavaez kemmañ

lec'hienn ofisiel