So Long, Marianne (Kenavo, Marianne e brezhoneg) a zo ur ganaouenn saoznek bet savet gant ar barzh ha soner kanadian Leonard Cohen. C'hwec'hvet kanaouen eus pladenn gentañ Leonard Cohen (Songs of Leonard Cohen) (miz Kerzu 1967) an hini eo, just war-lerc'h Sisters of Mercy and a-raok Hey, That's No Way to Say Goodbye. Lakaet eo bet gant skipailh Pitchfork Media er 190vet renk en e listennad "The 200 Greatest Songs of the 1960s."[1]

Awenet e voe Cohen gant Marianne Jensen (Marianne Ihlen). Kejañ a rejont en Hydra e Gres e 1960. Cohen a lavaras e oa ar vaouez vravañ en doa biskoazh gwelet[2] D'ar mare-se e oa bet dilezet, hi hag he bugel 6 miz, gant he gwaz, ar skrivagner norvegiat Axel Jensen. Leonard Cohen eo a gasas anezho en-dro da Oslo. Goude-se e pedas anezhi da zont da chom gantañ da Vontreal.[2]. Asambles e vevjont er bloavezhioù 1960, hag e kasjont o amzer etre New York, Montreal ha Hydra.

Trede levr barzhonegoù Leonard Cohen (Flowers for Hitler) a zo gouestlet dezhi. Ul luc'hskeudenn eus Marianne Jensen a weler ivez war golo kein eil pladenn Leonard Cohen, Songs From a Room.

Ar ganaouenn adsonet

kemmañ

Meur a soner pe strollad sonerien en deus sonet ar ganaouenn : Beck, John Cale asambles gant Suzanne Vega, Brian Hyland, James e-touez re all.

Liamm diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ