Soukot pe Soukkot ((he) סוכות‎ or סֻכּוֹת, sukkōt) e brezhoneg Gouel an Tabernakloù pe Gouel al Lochennoù ha c'hoazh Gouel an Eostiñ (חג האסיף, Chag HaAsif) zo ur gouel yuzev lidet d'ar 15 a viz Tishrei (fin miz Gwengolo, deroù miz Here). Pa oa c'hoazh eus Templ Jeruzalem e oa unan eus an tri gouel pirc'hirinaj ((he) שלוש רגלים‎, shalosh regalim) ma veze gortozet digant an Isrealited mont d'an Templ.

Soukot
Three Pilgrimage Festivals, public holiday, deiz-gouel
Iskevrennad eusJewish holiday Kemmañ

Gant anvioù ar gouel e c'heller merzout e natur doubl : an hini a raer anv anezhañ e levr an Ermaeziadeg (34:22) zo liammet ouzh al labour-douar evit merkañ fin mare an eostiñ ha fin bloaz al labourerien-douar en Israel ; an hini a raer anv anezhañ e levr al Leviegezh (23:42-43) hag a zo e koun an Ermaeziadeg.

Padout a ra ar gouel seizh devezh en Israel hag eizh devezh en diaspora. Berzet eo labourat d'an deiz kentañ (mui an eil en diaspora) gant an hevelep reolennoù hag ar Chabat, padel eo aotreet labourioù zo a-hed an devezhioù da heul, a-raok klozañ gant an devezh-vak all anvet Chemini Atzeret (un devezh en Israel, daou en diaspora ma vez anvet an eil devezh Simc'hat Torah).

Ar ger sukkōt zo liester sukkah ha talvezout a ra ul lochenn graet gant koad ha delioù-palmez, hag a oa al lec'h ma veve al labourerien-douar ennañ da vare an eostiñ. Savet eo ivez e koun al lochennoù dister implijet gant an Hebreed en dezerzh goude gant an Ermaeziadeg. A-hed ar gouel e tebrer enno, ha meur a hini a gousk enno ivez.