Stêr Camwy
Ar Stêr Camwy, pe Afon Camwy e kembraeg, pe Río Chubut e spagnoleg, zo ur stêr eus proviñs Chubut e Patagonia Arc'hantina.
Gerdarzh
kemmañTennañ a ra an anv kembraek da anv stêr Conwy, gant ar ger cam, heñvel ouzh kamm e brezhoneg. Dont a ra an anv spagnolek Chubut eus ur ger Tehuelche chupat, met abalamour d'ar ger spagnolek damheñvelson chupar (lipat) eo bet lakaet Chubut. Proviñs Chubut a deu hec'h anv eus anv ar stêr.
Douaroniezh
kemmañTremen a ra dre kêrioù ha kêriadennoù Trelew, Rawson, Gaiman ha Dolavon. War lez ar stêr Camwy e tiazezas Kembreiz kentañ Arc'hantina, deuet da sevel ar Wladfa e 1865.