Rawson
Rawson (pe Trerawson e kembraeg) eo kêrbenn proviñs Chubut en Arc'hantina, ha pennlec'h departamant Rawson . 1128 km emañ eus kêr Buenos Aires, ha 7 km eus ar mor, e Playa Union.
Tud
kemmañE 2001 e oa 26.183 annezer.
Hervez ar gouarnour Mario Das Neves e 2008, e oa bet 36% a gresk e poblañs Rawson etre 2001 ha 2008[1].
Istor
kemmañDiazezet e voe kêr d'ar 15 a viz Gwengolo 1865 gant trevadennerien eus Kembre. Anvet e voe Trerawson, diwar anv Guillermo Rawson, ministr a roas skoazell d'an enbroidi.
Hin
kemmañSec'h eo ar vro, etre 0° ha 15° er goañv, 10° ha 20° en nevezamzer hag en diskar-amzer, betek 38° en hañv.