Stepaside zo ur gêriadenn vihan eus Kembre, e gevred Sir Benfro. Emañ en norzh da gêr Dinbych-y-Pysgod, e kumuniezh Amroth. Diskouez a ra an anv-lec’h saoznek-se (diwar ar gerioù saoznek step aside, kammed a-gostez) emeur aze er c’hreisteiz d’al linenn Landsker, el lodenn saoznek eus Sir Benfro.

Stepaside.

Gwechall e oa mengleuzioù glaou ha houarn e Stepaside, met serret int bremañ ha bevañ a ra ar gêriadenn diwar an touristerezh dreist-holl.