Stewball

Skewball pe Stewball a oa ur marc'h redadegoù kezeg er XVIIIvet kantved. Kontet eo bet e istor en ur ganaouenn saoznek folk war follennoù-nij, hag kanet eo bet gant kalz arzourien betek hiziv.

IstorAozañ

Ebeuliet e voe e 1741 ha perc'hennet gant Francis Godolphin, eil kont Godolphin. Trec'h e oa da galz redadegoù kezeg ha kaset e voe da Iwerzhon. Kenderc'hel a reas da c'hounit hag e redadeg brudetañ a voe e plaenennoù kontelezh Cill Dara, lec'h ma voe trec'h eñ, marc'h gwenn, d'ur gazeg c'hris. Un diforc'h all a oa etrezo : paour e oa e berc'henn, un den anvet Arthur Marvell or Mervin, ha pinvidik hini ar gazeg c'hris. En enor dezhañ ha d'e drec'h e voe savet ar ganaouenn eta.

KanaouennoùAozañ

Ur ganaouenn saoznek hengounel eo deuet da vezañ, enrollet e doareoù liesseurt gant kalz tud evel Woody Guthrie, Lead Belly, The Weavers, Lonnie Donegan, Peter, Paul and Mary, Joan Baez, The Hollies, ar Chad Mitchell Trio, Steeleye Span, hag all hag all. Lakaet e voe e galleg gant Pierre Delanoë ha Hugues Aufray, bet kanet hag embannet gant Hughes Aufray e 1966. Unan eus e sonennoù brudetañ eo.