Strizh-mor Bering

Emañ Strizh-mor Bering etre Kab Dejnev (Siberia - Rusia), hemañ al lec'h reterañ (169°43' W) a zo en Azia, ha Kab Priñs Kembre (Alaska - SUA), hennezh al lec'h kornôkañ (168°05' W) e Norzhamerika. Emañ al lodenn strishañ un tammig e Su Kelc'h Arktika (65° 40' N) ha war-dro 83 km eo e ledanded pa 'z eus un donder etre 30 ha 50 m.

Luc'hskeudenn dre loarell Strizh-mor Bering
Kartenn-verdeiñ Strizh-mor Bering

Un nor etre Mor an Dchoutchked, ul lodenn eus Meurvor Skornek Arktika, ha Mor Bering, ul lodenn eus ar Meurvor Habask, eo.

Anvet eo bet ar strizh-mor diwar Vitus Bering, un ergerzher danat a oa o labouarat evit ar Rusianed pa dreuzas ar ganol-vor e 1728.

E-kreiz ar strizh-mor emañ an Inizi Diomed (SUA), warni ur gêriadenn gant ur skol vihan.

Kinniget ez eus bet meur a wech sevel ur pont pe un hent-riboul (tunnel) evit liammañ Siberia hag Alaska ha koulskoude e oa ur pont-douar naturel e-pad Oadvezh ar Skorn anavezet evel pont-douar Bering.

E Meurzh 2006, ar Breizhveuriad Karl Bushby hag ar reder-bro Gall-ha-Stadunanat Dimitri Kieffer a dremenas war droad war ar mor skornet oc'h ober 90 km dindan ur pemzektez, met ne voent aotreet gant ar warded da vont pelloc'h e Rusia ha lakaet e voent en toull-bac'h evit ur frapadig.

Sell ouzh (BBC)

Sell ivezAozañ