Strollad Labourerien Kurdistan

Strollad labourerion Kurdistan (PKK, e kurdeg: Partiya Karkerên Kurdistan, pe KGK ez-ofisiel abaoe 2003), krouet e 1978 gant Abdullah Öcalan, zo ur strollad milourel dizalc'hour eus Kurdistan Turkia hag en em ginnig evel ul luskad gouvrezel a-enep d'al lu turk. Oberiant eo dreist-holl e Turkia, Siria, Iran ha muioc'h-mui en Irak.

Strollad Labourerion Kurdistan
aozadur armet, aozadur sponterezh
Deiziad krouiñ27 Du 1978 Kemmañ
Anv ofisielPartiya Karkêren Kurdistan Kemmañ
Anv er yezh a orinPartiya Karkerên Kurdistan Kemmañ
Anv berrPKK Kemmañ
PrezidantAbdullah Öcalan, Cemil Bayık, Hülya Oran, Murat Karayılan Kemmañ
StadTurkia Kemmañ
Luskad politikeltu kleiz pellañ Kemmañ
Lec'h diazezZiyaret Kemmañ
Aozadur mammKoma Civakên Kurdistan Kemmañ
IsaozadurYDG-H Kemmañ
Sez sokialSilsilat Jibāl Qandīl, Kurdistan Irak Kemmañ
SRGB color hex tripletFF0000 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.pkkonline.com Kemmañ
Banniel ar PKK.

Enebiñ a ra douzh Turkia en un doare milourel abaoe 1984. Da vare e grouidigezh e vize da gaout dishualded an tiriadoù kurdek e gevred Turkia. Goulenn a ra bremañ avat e vefe savet ur rannvro emren kevanek en ur reizhiad kevreadel, diskounaet ar rebelled (a vefe aotreet ivez da gemer perzh er vuhez politikel), ha divac'het Abdullah Öcalan a zo dalc'het er vac'h war enez Imrali e gwalarn Turkia abaoe 1999.

Lakaet e vez war roll an aozadurioù sponterion gant meur a vro.

Kealoniezh ha stourm

kemmañ

Embann a reas ar strollad mennozhioù broadelour ha marksour-leninour da vare e grouidigezh. Neoazh, dileuskel a reas al leninouriezh e 2003. War-lerc'h un harz-tennañ etre 2000 ha 2004 ec'h adlañsas ar strollad ar gouvrezel a-enep da Durkia.