Strollad Tea Party
Strollad Tea Party (saozneg : Tea Party movement, TPM) a zo ur strollad politikel nargennus ha diseurt stadunanat a sav a-enep ar Stad kevreadel hag an tailhoù.
Deuet eo ar strollad-se war-wel e-pad prezidantelezh Obama, da vare enkadenn ekonomikel 2008-2010. Sevel a ra izili Te Party a-enep dispignoù ar Stad, e-keñver skoazellañ ar sistem argant hag adreiñ nerzh d'an armerzh, hag ivez e-keñver aozañ ur sistem surentez sokial boutin e SUA (Patient Protection and Affordable Care Act).
Goulenn a ra izili Tea Party ma vo distroet da ziazezoù ar vro, se zo kaoz e reont gant doareoù a denn da Vrezel dieubidigezh SUA. Un dave da Tea Party Boston eo anv ar strollad, diwar hini un darvoud istorel a c'hoarvezas e penn-kentañ an Dispac'h amerikan a-enep roueelezh Breizh-Veur en 18vet kantved.
izili vrudet
kemmañDa-geñver dilennadegoù 2010 e SUA e voe dilennet 3 senedour ha 60 kannad republikan (diwar 83 anezho) a sav a-du gant Tea Party[1].
- Ron Paul (ganet e 1935) : ezel eus ar Strollad republikan, bet kannad Texas e Kambr kannaded SUA etre 1976 ha 1985, ha dilennet en-dro abaoe 1997. Bet eo war ar roll evit bezañ prezidant SUA e 1988 gant ar Strollad libertarian, ha war ar roll kadoridigezh evit bezañ prezidant ivez e 2008 en anv ar Strollad republikan.
- Rand Paul (ganet e 1963) : mab Ron Paul, bet dilennet senedour Kentucky en anv ar Strollad republikan[2].
- Sarah Palin (ganet e 1964) : ezel eus ar Strollad republikan, bet gouarnourez Alaska, bet war ar renk evit bezañ bezprezidantez SUA da-geñver dilennadeg 2008 gant John McCain[3].
- J. D. Hayworth : bet dilennet e Kambr kannaded SUA[4].
- Sharron Angle : bet senedourez Nevada, trec'het e 2010. Liammet ouzh ar skiantologiezh. Soñjal a ra dezhi ez eo tommadur an hin un dra ijinet diwar «skiantoù touellus», goulenn a ra ma yelo kuit SUA diouzh ABU, ha goulenn a ra ivez ma vo divodet ministrerezh an deskadurezh[5].
- Christine O'Donnell : bet war ar renk en anv ar Strollad republikan evit bezañ senedourez Delaware[6].
- Michele Bachmann : kannadez Minnesota.
- Marco Rubio : dilennet senedour Florida da-heul dilennadegoù miz Du 2010.
- Ron Johnson : senedour Wisconsin.
- Pat Toomey, dilennet senedour Pennsylvania e 2010.
- Nikki Haley : dilennet gouarnourez Carolina ar Su e 2010.
Notennoù
kemmañ- ↑ « For tea party, victories may trigger identity crisis », The Washington Post, 4 a viz Du 2010
- ↑ Richard Hétu, « Un croisement entre Ron Paul et Sarah Palin », Le blogue de Richard Hétu, 19 a viz Mae 2010
- ↑ « Campaign 2010: The Politics of Palin », The Washington Post, 22 a viz Du 2010.
- ↑ Vanessa Gaudoin-Haustein, « Tea party, les anti-Obama s’organisent », Témoignage chrétien, 13 a viz Mae 2010
- ↑ « Reid, in Fistfight, Could Take More Punches From Climate Bill », The New York Times, 26 a viz Mae 2010 : « the umpire on fraudulent science such as global warming ».
- ↑ Time Magazine, 27 a viz Gwengolo 2010, p. 18-19