Stromae, diwar div silabenn eilpennet ar ger Maestro (Paul Van Haver diouzh e anv gwir), bet ganet e Brusel d'an 12 a viz Meurzh 1985, a zo ur c'haner-sonaozer eus Belgia hag a gan e galleg.

Stromae e 2011

Ran gant an hip hop hag ar sonerezh elektronek e son Stromae ar bateri hag ar c'hlavier ivez.

Deuet er-maez d'ar 26 a viz Gwengolo 2009 e reas berzh bras e ganaouenn Alors on danse en ur ober dezhañ bezañ anavezet en Europa a-bezh. Ar sonenn-mañ a zo e-barzh e gentañ albom, Cheese an anv anezhañ, deuet er-maez d'an 21 a viz Mezheven 2010.

E eil albom Racine carrée (16 a viz Eost 2013) a gaver ennañ kanaouennoù 'zo o deus tapet brud vrav c'hoazh : Papaoutai, Formidable, Tous les mêmes, Ave Cesaria da skouer.

E 2016 e tapas Priz meur ar c'hallegeriezh digant an Académie Française.