Suffragette
Suffragette a oa izili eus aozadurioù merc'hed hag a stourme, e fin an 19vet kantved hag e penn kentañ an 20vet kantved, evit ar gwir da votiñ evit ar merc'hed en dilennadegoù foran. En un doare strishoc'h e veze implijet ar ger evit ober anv eus ar stourmerezed er Rouantelezh-Unanet, evel izili ar Women's Social and Political Union (WSPU). Suffragist a oa ur ger ledanoc'h e ster evit envel an holl dud a oa izili eus ar Suffrage movement, hag a glaske digeriñ ar gwir votiñ d'an holl dud en holl dilennadegoù.
Ar ger "suffragette" a oa tost ouzh stourmerezed saoz an WSPU, ar pennoù e oa ar c'hoarezed Emmeline Pankhurst ha Christabel Pankhurst, levezonet gant doareoù stourm Rusia evel an harz-debriñ. Manav a roas an tu d'ar merc'hed da gemer perzh e dilennadegoù ar parlamant (Tynwald) e 1881 gant ma oant perc'henn war douaroù.