Susanna Centlivre (pe Susanna Freeman hervez hec'h anv plac'h yaouank, pe Susanna Carroll en he micher), badezet e miz Du 1667 ha marvet d'an 1añ a viz Kerzu 1723, a oa ur skrivagnerez saoz eus an XVIIIvet kantved hag unan eus ar pennañ skrivagnerien a skrive evit ar c'hoariva. Pell amzer e labouras en Theatre Royal, en Drury Lane e Londrez. anavezet e oa evel Eil Maouez al Leurenn Saoz war-lerc'h Aphra Behn. kement a verzh a rae ma tibabas an aktor meur David Garrick unan eus he fezhioù d'ober e gimiad.

Susanna Centlivre, gant Peter Pelham (1720) diwar D. Fermin[1].

He yaouankiz

kemmañ

Anavezet eo yaouankiz Susanna Centlivre dre Giles Jacob, a lavaras en doa klevet an istor diganti war-eeun (Poetical Register, e 1719).
Ganet e oa en Holbeach, e-kichen Spalding, Lincolnshire e 1667[2] He zad William Freeman, a oa dissenter en Iwerzhon, he mamm a oa Anne. An tad, aet paour, a oa drouk ouzh e verc'h, he gwallgas a rae, ma tec'has Susanna eus ar gêr. Hervez Abel Boyer, istorour whig, a embannas oberennoù kentañ Centlivre e oa gwir darn eus kaoz Jacob nemet e kav dezhañ e oa emzivadez Centlivre[3]. Dimeziñ a reas Susanna d'un den anvet Fox, marteze niz da Sir Stephen Fox, pa ne oa nemet 15 pe 16 vloaz. Dindan bloaz e varvas he gwaz. Intaénvez e oa da 17 vloaz. Neuze ec'h addimezas d'un ofiser eus an arme saoz, Caroll pe Carroll, a varvas bloaz hanter goude, marteze en ur gann armet.

He micher skrivagnerez

kemmañ
 
Pajenn talbenn he levr A Bold Stroke for a Wife, 1718

E 1700 e skrivas e-barzh The Nine Muses, un dastumad barzhonegoù laosket war bez John Dryden. Aet e oa da chom da Londrez goude e Drury Lane, hag embannet e voe he fezh kentañ The Perjured Husband,


He brud en hec'h amzer

kemmañ
 
Skritell evit The Wonder: a woman keeps a secret at the Theatre, Town Hall, Ledbury e 1807

Notennoù

kemmañ
  1. Milling, J. "Susanna Centlivre." In Matthew, H.C.G. and Brian Harrison, eds. The Oxford Dictionary of National Biography. vol. 10, 811-813. London: OUP, 2004.
  2. Famous People from Spalding
  3. Ibid.

Liammoù diavaez

kemmañ