Susannah Hornebolt
Livourez flandrezat e oa Susannah Horenbout (1503 – 1545), saoznekaet hec'h anv en Hornebolt e 1534.
Merc'h e oa da Gerard Hornebolt ha c'hoar da Lucas Horenbout. Deskiñ livañ a reas gant he zad. Brudet e voe en Europa en 1521 pa voe prenet unan eus hec'h oberennoù gant Albrecht Dürer.
Mont a reas da Vro-Saoz evel dimezell a enor gant Jane Seymour, Anne von Kleve, Catherine Parr ha marteze gant ar rouanez Mary Tudor. Gwelet e oa evel un arzourez gant ar roue Herri VIII hag e lez.
Div wech e timezas: da John Parker, ha goude marv hennezh, da John Gilman.