Sutor, ne supra crepidam
Sutor, ne supra crepidam[1] zo ul lavar latin hag a dalv Kereour, arabat mont uheloc'h eget ar votez, hag a vez lavaret da un den pa gomz eus pezh n'anavez ket hag e vefe gwelloc'h dezhañ tevel neuze. Gant Youenn Drezen e oa bet troet « D'ar c'here d'ober war-do e votoù, pe da bep hini da rannañ kaoz diwar-benn ar pezh a anavez. »[2].
Orin
kemmañDont a ra eus ur vojenn a-zivout al livour hellazat Apelles Kos, a veve en amzer Alesant Veur, hag en devoa goulennet ali ur c'hereour diwar-benn ur votez e oa o paouez livañ en un daolenn. Pa grogas ar c'hereour da reiñ e guzulioù diwar-benn lodennoù all eus ar poltred e lavaras, a-hervez: Sutor, ne supra crepidam.
Ma vije bet lavaret kement-se gant Apelles e vije en gregach evel-just. Ne oa ket brudet al livour da gomz latin.
Istor Naturel
kemmañAnv zo bet eus ar vojenn gant ar skrivagner roman Plinius an Henañ en e Naturalis Historia, levrenn XXXV, rannbennad 85, ma lenner e gwirionez : « ne supra crepidam sutor iudicaret, ... . »[3], Kemmet eo bet gerioù Plinius er geriadur gallek eta, ha troet e vez ar gerioù orin peurvuiañ evel-hen : Arabat d'ar c'here barn a-us d'ar votez, .... Ger ha ger e vez troet : Ra ne varno ket ar c'here a-us d'ar votez.
Dianav eo ar c'hrennlavar e brezhoneg, met anavezet e oa troidigezh c'hallek ar bomm latin, meneget er geriadur gallek, evel pa vije bet ur c'hrennlavar gallek, en amzer ma veze kelennet al latin kenañ er skolioù. A-hend-all eo tost-kar ar c'hrennlavar saoznek : Let the cobbler stick to his last[4],[5].
Ar skrivagner saoznek, a orin iwerzhonat, William Hazlitt, a c'hovelias un deiz ar ger "Ultracrepidarian" en ul lizher da William Gifford, rener ar gelaouenn The Quarterly Review, ma skrivas e 1819 :
- 1819 HAZLITT Letter to W. Gifford Wks. 1902 I. 368 You have been well called an Ultra-Crepidarian critic. (Oxford English Dictionary 2nd ed.)
Pennad kar
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ Meneget e pajennoù roz an "Nouveau Petit Larousse", Librairie Larousse, 1968, pajenn XIV,
- ↑ Troidigezh Itron Varia Garmez, Al Liamm, 1972, p. 37.
- ↑ (la) Wikisource
- ↑ (en) FLAVELL, Linda & Roger : Dictionary of Proverbs and their origins, London, Kyle Books, 1993, 2006 (ISBN 978-0-85783-403-4)
- ↑ Meneget amañ