Svoboda (kazetenn)
Svoboda (Свобода en ukraineg, da lavaret eo "Frankiz") eo ar gazetenn ukrainek koshañ hag an hini a vez lennet ar muiañ e broioù ar Gornaoueg[1].
Istor
kemmañSavet e voe Svoboda e Jersey City, e New Jersey, e Stadoù Unanet Amerika[2] d'an 11 a viz Gwengolo 1893, gant an tad Hryhoriii Hrushka, ur beleg ukrainat. Goude e voe degemeret da gazetenn ofisiel gant strollad an Ukrainian National Association (UNA) e miz C'hwevrer 1894. Embannet e voe div wech ar sizhun adalek ar c'hentañ a viz Meurzh 1894, teir gwech ar sizhun adalek an 8 a viz Eost 1914, ha bemdez adalek an 3 a viz Genver 1921.
Mouezh Ukrainiz e Norzhamerika e oa Svoboda hag ur roll a bouez a c'hoarias evit difenn interestoù an enbroidi eus Ukraina d'ar Stadoù Unanet. E-pad pell ivez e voe ar gazetenn ukrainek vras nemeti e Kanada - betek krouidigezh re all evel Kanadiiskyi Farmer -, ha berzet e voe er vro-se e-pad an Eil Brezel-bed, abalamour ma veze embannet enni soñjoù a-enep an Unvaniezh Soviedel hag a-du gant an Trede Reich[3].
Lennerien zo bet er Stadoù Unanet hag e Kanada, met ivez e Brazil, ha gwechall en Impalaeriezh Aostria-Hungaria (e Galitsia). Ul liamm e oa etre an divroidi, prederiet gant ar vuhez er Bed Nevez. Ganti e veze prientet an divroidi, peizanted anezho alies, d'ur vuhez nevez, modernoc'h, ha da sevenadur ar Gornaoueg. Difenn a rae krog an ukraineg er skolioù ivez.
D'ur poent zo bet e oa 18 000 a goumananterien da Svoboda, ar pezh a rae anezhi ar gazetenn ukrainek vrasañ e broioù ar Gornaoueg[1].
Notennoù
kemmañ- ↑ 1,0 ha1,1 Encyclopedia of Ukraine, Volume 5, Volodymyr Kubiĭovych, Danylo Husar Struk (eds.), University of Toronto Press, 1993, p.128
- ↑ About this Newspaper: Svoboda - Levraoueg ar C'hendalc'h
- ↑ In Search of a Soviet Holocaust, "The Village Voice", New York, January 12, 1988