Swithun pe Swithin (marvet d’an 2 a viz Gouere 862) a oa eskob Winchester e Bro-Saoz ha brudet eo evel sant.

Delwenn Swithun en iliz-veur Stavanger e Norvegia.

Moarvat e oa bet ganet da vare ren Egbert, roue Wessex, ha beleget e oa bet gant Helmstan, eskob Winchester. Kelenner e voe da Æthelwulf, mab da Egbert, hag a yeas da roue Wessex en 839. Goude marv Helmstan, en 852 pe 853, e voe anvet Swithun da eskob Winchester. Kontañ a reer e roas Æthelwulf un dekvedenn eus e vadoù d'an iliz, diwar c'houlenn Swithun. Hervez ar vojenn e voe savet pe adsavet meur a iliz gant Swithun, un eskob deol anezhañ, boas da vont war droad, hag a gouvie ouzh e daol ar re baour ha n'eo ket ar re binvidik.

Mervel a reas en 862. E 971 e voe lakaet e relegoù en iliz-veur Winchester.

D'ar 15 a viz Gouere e vez lidet e zevezh gouel. Hervez ur c’hrennlavar saoznek, ma ra glav d'an devezh-se e raio glav e-pad 40 devezh ha 40 nozvezh da-heul. Ha pedet e vez ar sant pa vez sec'hor[1]

NotennoùAozañ