An T-72 a zo ar c'harr-hobregon pe un tank stourm diazez bet savet gant an URSS e-kerzh ar Brezel Yen an hini produetañ ez eo bet a-benn harpañ led ar gomunouriezh dre ar bed. Etre 1973 betek bremañ ez eus bet savet muioc'h 'vit 25 000 anezho. Ar re doare modernañ a zo anvet T-90. An tankoù-se a vez renket er rummad Tank stourm diazez.

T-72
familh karbedoù stourm
Iskevrennad eustank stourm diazez Kemmañ
Anvet diwar1972 Kemmañ
Raklec'hiet gantT-64 Kemmañ
Heuliet gantT-80 Kemmañ
Bro orinUnaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel Kemmañ
DastumadBundeswehr Museum of German Defense Technology Kemmañ
ManufacturerUralvagonzavod Kemmañ
Armament2A46 125 mm gun Kemmañ
DiorroerUralvagonzavod Kemmañ
Treset gantUralvagonzavod Kemmañ
Lakaet er servij1973 Kemmañ
Karr-hobregon T-72

Ar c'harr-hobregon T-72

kemmañ

Krouet ez eo bet e-kerzh ar bloavezhioù 1960. Ar pouezh a zo bet lakaet pad e aozadur war ur priz an izelañ posupl ha war ur c'harr-hobregon kreñv.

Kevezerezh a zo bet adal fin ar bloavezhioù 1970 etre an T-72 hag ar c'harr-hobregon nevesoc'h an T-80.

Skipailh sevel an T-72 a oa hini uzin kirri-hobregon an Oural gant an ijinour L.Kartsev e penn ha V.Venidiktov d'e heul pa zeas da anaon.

Tro-dro d'an T-72

kemmañ
  • Adkavet e vez ar c'harr-hobregon T-72 er c'hoari Battlefield Vietnam an tu a zo d'e vleniañ.
  • An tu a zo d'e welet er film Lord Of War bet embannet e 2005.
  • D'ar 25 a viz here 2008, ul lestr Ukrainian ar Faina hag a oa o tougen 33 T-72 a oa bet tapet gant morlaerien a orin Somalian. Dindan an doare ofisiel ar garg a oa da vezañ kaset etrezek bro Kenya met goude bezañ paeet an droukkinnig ez eo bet kaset a-benn ar fin ar c'hirri-hobregon e Soudan ar Su.
  • Un T-72 a seblant bezañ implijet er film Rambo 3 padal n'eo ket unan gwirion anezhañ. Dibosupl e oa gant ar broduerien e-kerzh ar Brezel Yen (1988) da gavout unan gwir evit o film.

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.