Tal-y-cafn
Tal-y-cafn zo ur gêriadenn eus hanternoz Kembre, e Sir Conwy. Emañ e Dyffryn Conwy, e-kichen ar pont dreist ar stêr Conwy da vont eus Conwy da Llanrwst, un tammig er c'hreisteiz da gêriadenn Llansanffraid Glan Conwy.
N'eus ket kalz tiez met ur gar zo, war linenn Rheilffordd Dyffryn Conwy. Dismantroù ur voudenn-gastell eus ar Grennamzer zo e Bryn Castell.
Emañ Liorzh Bodnant nepell, er reter d'ar gêriadenn.