Tallit
Un tallit (hebraeg : טַלִּית [taˈlit], modern : talit ; tālēt en hebraeg sefarad hag e ladineg ; tallis en hebraeg achkenaz hag e yideg) (liester : tallitot [taliˈtot] ; talleisim, tallism e hebareg achkenaz hag e yideg ; ṭālēth/ṭelāyōth en hebraeg tiberian) zo ur pezh danvez gwisket evel ur chal gant Yuzeveien relijiel. Asambles gant ar pezh danvez ez eus peder fempilhenn skoulmet staget ouzh ar pevar c'horn, anvet tzitzit. Gwiadet e vez gant gloan pe gant kotoñs, daoust ma c'heller kavout tallitot savet gant seiz evit un tallit gadol.
Meur a hengoun zo a-ziwar ar mare ma c'hell unan dougen un tallit evit ar wezh kentañ. E kumuniezhioù zo e touger anezhañ adalak ar Bar miztvah, e lod all e touger anezhañ adalek an eured.