Tank skañv

rummata tankoù savet skañv
(Adkaset eus Tank lijer)

Un tank skañv a vez graet eus ur familh tankoù savet evit bezañ skañv ha neuze gellout fiñval bliv war an tachennoù emgann pe etrezek enno. An tizh a vez ganto a zo ur benngartenn er-maez eus ar stourm kement hag e-barzh ur stourm, rak fiñval a reont buanoc'h evit an tankoù etre pe ponner. Bihanoc'h eo a-fed ment ha gant un hobregon treutoc'h kement hag un arm diazez gwanoc'h evit an tankoù all. Dre ar c'hemmoù-se keñveriet gant an tankoù all, an tankoù skañv a zegas aezamantoù a-fed kadoniezh brezel, dezougen aesoc'h hag ivez dresoù aesoc'h. Implijet e vez an tankoù skañv evit ambrougiñ an droadegiezh, sklêrijennañ an dachenn, stourmadennoù, bezañ daoulagad ar ganolierezh, hag harp-tan pa vez un dilestradeg (dre aer pe dre vor) eus un nerzh-kas lec'h ma ne c'hellfe ket tankoù ponneroc'h bezañ efedus.

tank skañv
rummad implij un arm
Iskevrennad eustank Kemmañ
Heuliet gantTank etre Kemmañ
OberataerAfghan National Army Kemmañ

Eil Brezel-bed

kemmañ

URSS a oa bet mailh war ar sevel tankoù skañv. Ar re doare BT e oa bet ar re vodernañ er bloavezhioù 1930. Fiñval a raent buan spontus hag armet e oant gant kanolioù prim 45 mm. Ar gudenn a oa ganto a oa a-fed motorioù hag a groge an tan eno alies evel e-pad stourmoù Nomonhan, a oa bet etre Mae ha Gwengolo 1939. Japaniz a oa bet o stourm a-enep dezho a oa efedusoc'h o vezañ dafaret gant an tank skañv Type 95 Ha-Go gant ur motor diesel, ur c'hanol tenn izel 37 mm cannon, hag efedus betek 700 metr nemetken. Dre-se e oa kroget URSS da sevel an tank dreistbrudet etre T-34.

Impalaeriezh Japan a oa bet oc'h implij dreist-holl tankoù skañv dre ma oa efedus-tre er janglennoù. An tankoù skañv evel an Type 95 Ha-Go a oa reoù diazez Lu Impalaeriezh Japan. Savet e oa kudenn ganto pa oant bet enebet ouzh tankoù etre pe ponner ar Gevredidi, rak kalz re skañv e oa an armañ kement hag an hobregon. Gant dale e oa bet klasket gant Japaniz sevel tankoù tevoc'h met re ziwezhat e oa hervez red ar brezel.

Pennadoù kar

kemmañ