Taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn
Taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn, er bloavezh VIII (9 a viz Du 1799), kaset da benn gant Napoleon Bonaparte hag e harperien, a zo un darvoud istorel a lakaas fin d'ar Bodad-ren ha d'an Dispac'h gall, anezhi derou mare Ren ar Goñsuled[1] a bado betek 1804 pa voe anvet Napoleone Buonaparte da impalaer an Impalaeriezh c'hall kentañ.
Rann eus | Dispac'h Gall |
---|---|
Anvet diwar | 18 Brumaire |
Stad | Kentañ Republik c'hall |
Lec'h | Pariz |
Daveennoù douaroniel | 48°51′24″N 2°21′8″E |
Deiziad | Du 1799 |
Deiziad kregiñ | 9 Du 1799 |
Deiziad echuiñ | 10 Du 1799 |
Perzhiad | Napoleon Iañ |
Efed | Konsulad |
Ar steuñv
kemmañTaol-stad an 18 a viz ar Vrumenn VIII a zo bet aozet e ti Joséphine de Beauharnais, er straed Chantereine e Pariz, hiziv-an-deiz etre straed an trec'h ha straed Châteaudun.
Pazennadur an taol-stad a zo bet rakwelet evel-henn :
- Napoléon Bonaparte a vezo e penn al lu evit ma vije urzh er gêr-benn Pariz hag er bodadoù.
- Ar bodadoù a vezo dilojet da Saint-Cloud gant digarez un arvar Jakobin (Abaoe 1789, ar bodadoù a zo dindan evezh strizh ha nerzh feuls pobl Pariz).
- Pobl Pariz a zo lakaet a-gostez dre dilojañ ar bodadoù gant al lu tro-dro.
- Kêr Pariz a vezo enkelc'hiet gant al lu hag an nerzh polis e-karg difenn d'an dud da vont gant ar straedoù. Ne vije ket posupl ken da fiñval dre ar gêr met ivez d'ober mont-ha-dont etre Pariz hag ar peurrest eus ar vro.
- D'an 19 a viz ar Vrumenn bloavezh VIII (10 a viz Du 1799) e vefe darn an darvoudoù e Saint-Cloud.
Ragaozadurioù an taol-stad
kemmañEmmanuel-Joseph Sieyès a zo enaouer pennañ taol-stad an 18 a viz Brumenn bloavezh VIII. Ar c'hoant a oa savet ennañ da reiñ lam da Vonreizh ar bloavezh III, siwazh dezhañ e vije ret da c'hortoz dre ma ne c'hell ar vonreizh-se bezañ kemmet nemet bep 9 bloaz. Setu penaos e sav ar soñj da seveniñ un taol-stad. An aotrou Sieyès n'eo ket paotr ar gwall-skouerioù, onest eo ha ne glask ket bezañ mestr war ar Reveulzi evit e vrud memes ma fell dezhañ kaout ur post uhel er renad politikel nevez a vefe goude an taol-stad.
- Evit kaout harp al lu e kav Napoleon Bonaparte hag a zo azeulet gant ar soudarded ha gant ar bobl[2]
- Talleyrand a vezo implijet dre e rouedadoù-tud evit plantañ bec'h war lod (prenet e vezo drezañ an aotrou Barras un eskemm sammad arc'hant a-enep e zilez) pe kendrec'hiñ reoù all da vont etrezek hent an taol-stad.
- Sieyès en deus harp Kuzul ar re henañ hag a vo a-du da fiñval ar c'huzulioù etrezek Saint-Cloud.
- Ret eo e zafe da netra ar Bodad-ren evit ma vefe ur redi da sevel ur vonreizh nevez, Sieyès, Roger Ducos ha Barras a ro o zilez. An daou renerien a chom ar jeneral Jean-François Moulin hag ar Jakobinour sioul Louis Gohier a zo lakaet dindan evezh strizh.
Dirolladur an taol-stad
kemmañ17 a viz ar Vrumenn bloavezh VIII
kemmañD'ar 17, mintin abred, penn milourel Pariz, rejimantoù ar gwarnizon, adjudanted an 48 kevrenn a zo galvet d'en em vodañ an devezh war-lerc'h da 7 eur mintin e straed Chantereine, hiziv-an-deiz etre straed an trec'h ha straed Châteaudun, lec'h ma oa lojeiz Napoleon Bonaparte.
18 a viz ar Vrumenn bloavezh VIII
kemmañ- 7 eur
Ofiserien uhel niverus gant o unwiskoù lid a erru e ti Napoleon Bonaparte, straed Chantereine (adanvet en e enor rue la Victoire). Bonaparte a zegemer anezho en ur livañ ur skeudenn eus Bro-C'hall du-pod: ar re « pékins », an « avocaillons » o dije lakaet ar Frañs da vont d'ar strad.
Goude an Taol-stad
kemmañLakaet e vez war-raok en deus Napoleon Bonaparte saveteet ar Frañs. Deiziadoù kentañ Ren ar Gonsuled a vezo diazezet war ar mennozh-se.
Pobl Pariz a ijin un droienn fentus: "Na petra zo er vonreizh? Bonaparte zo e-barzh...". Napoleon Bonaparte ne oa ur c'hleze nemetken er steuñv hag hervez selloù enaouerien an taol-stad met siwazh dezho, taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn a zo evit an holl (a-du pe get) oberenn Bonaparte. Gwelet e oa an aozadur politikel nevez evel unan savet ha frammet tro-dro dezhañ nemetken.
Diskleriet e voe gant Napoleon an deiz-se: "Keodedourien, ar Reveulzi a zo stabilaet adal ar pennaennoù a zo bet mammenn, echuet eo"[3].
Levrlennadur
kemmañ- Jean Tulard, Le 18 Brumaire. Comment terminer une révolution, Perrin, Pariz, 1999. (ISBN 2262012210)
- Jacques-Olivier Boudon, Histoire du Consulat et de l'Empire, Perrin (511 pajenn), dastumadenn Tempus, 20 a viz C'hwevrer 2003 (ISBN 2262020051)
- Jean-Paul Bertaud, Le Consulat et l'Empire: 1799-1815, Armand Colin (211 pajenn), dastumadenn Cursus, 17 a viz Eost 2011 (ISBN 2200330391)
Liammoù diavaez
kemmañNotennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ http://www.herodote.net/9_novembre_1799-evenement-17991109.php.
- ↑ http://www.napoleonicsociety.com/french/18brumaire.htm.
- ↑ « Citoyens, la révolution est fixée aux principes qui l'ont commencée ; elle est finie ! »