Theodore Robert Bundy, ganet Theodore Robert Cowell d'ar 24 a viz Du 1946 ha lazhet d'ar 24 a viz Genver 1989, a oa ul lazher a steudad, skraper, gwaller, laer, nekrofil en devoa taget ha muntret meur a vaouez yaouank er bloavezhioù 1970 ha marteze goude-se. Nebeut amzer a-raok bezañ lakaet d'ar marv ha goude un degad a vloavezhioù o nac'hañ, en devoa kofesaet 30 muntr bet sevenet e seizh stad etre 1974 ha 1978. An niver gwirion a zo dianav hag a c'hellfe bezañ uheloc'h. Lakaet eo bet d'ar marv dre gador-dredan e 1989.

Ted Bundy
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denTheodore Robert Bundy Kemmañ
Anv ganedigezhTheodore Robert Cowell Kemmañ
Anv-bihanTheodore, Robert Kemmañ
Anv-familhBundy, Cowell Kemmañ
LesanvRolf Miller, Richard Burton Kemmañ
Deiziad ganedigezh24 Du 1946 Kemmañ
Lec'h ganedigezhBurlington Kemmañ
Deiziad ar marv24 Gen 1989 Kemmañ
Lec'h ar marvFlorida State Prison Kemmañ
Doare mervelKastiz ar marv Kemmañ
Abeg ar marvelectrocution Kemmañ
Lec'h douaridigezhCascade Range Kemmañ
Priedtalvoud dianav Kemmañ
Den heverkGary Ridgway, Robert Ressler, Kathleen McChesney, James Dobson Kemmañ
Yezh vammsaozneg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Place of detentionFlorida State Prison Kemmañ
Kondaonet evitmuntr, kidnapping, attempted murder, Laerezh dre freuz, Gwallerezh Kemmañ
PenaltyKastiz ar marv Kemmañ
Micherpsychologist, lazher a steudad Kemmañ
Tachenn labourserial murder Kemmañ
Bet war ar studi eUniversity of Washington, University of Puget Sound, University of Utah, Temple University, Woodrow Wilson High School Kemmañ
Lec'h annezTacoma, Salt Lake City Kemmañ
Deroù ar prantad labour1974 Kemmañ
Dibenn ar prantad labour1978 Kemmañ
Strollad politikelStrollad Republikan Kemmañ
RelijionMethodism, The Church of Jesus Christ of Latter-day Saints Kemmañ
Liv an daoulagadglas Kemmañ
Kleñvedantisocial personality disorder Kemmañ
Ted Bundy e 1978
Lisa Levy ha Margaret Bowman, gouzañverezed Ted Bundy

Gouzañverezed

kemmañ
1974

Washington, Oregon

  • 4 a viz Genver: Karen Sparks (a-wechoù hevelebekaet gant Joni Lenz el lennegezh) (18 vloaz): Bazataet ha gwallet en he gwele pa oa o kousket, manet bev
  • 1 añ a viz C'hwevrer: Lynda Ann Healy (21): bazataet pa oa o kousket ha skrapet; klopenn ha gaved adkavet en Taylor Mountain
  • 12 a viz Meurzh: Donna Gail Manson (19): Skrapet pa oa o vale war-zu ur sonadeg en Evergreen State College; ar c'horf stlapet (hervez Bundy) en Taylor Mountain, chomet kollet abaoe
  • 17 a viz Ebrel: Susan Elaine Rancourt (18): steuziet goude un emvod er Central Washington State College; klopenn ha gaved adkavet en Taylor Mountain
  • 6 a viz Mae: Roberta Kathleen Parks (22): steuziet en Oregon State University e Corvallis; klopenn ha gaved adkavet en Taylor Mountain
  • 1añ a viz Even: Brenda Carol Ball (22): steuziet goude bezañ kuitaet an davarn Flame Tavern e Burien; klopenn ha gaved adkavet en Taylor Mountain
  • 11 a viz Even: Georgann (faziet alies gant ar stumm "Georgeann") Hawkins (18): skrapet er straed a-dreñv ar Sorority House, UW; eskern adkavet hag hervez Bundy e oa reoù Hawkins en Issaquah
  • 14 a viz Gouhere: Janice Ann Ott (23): skrapet er park Lake Sammamish State Park e-pad an deiz; eskern adkavet en Issaquah
  • 14 a viz Gouhere: Denise Marie Naslund (19): skrapet peder eurvezh goude skrapadenn Ott er memes park; eskern adkavet en Issaquah