Tema (yezhoniezh)

(Adkaset eus Tem (yezhoniezh))

Er yezhoniezh e vez implijet an termen tem (saoz.: topic pe theme) evit ober dave d'un elfenn resis eus al lavarenn m'emeur o komz diwar he fenn.

Ur wezh bet meneget e teu an tema da vezañ "kozh keloù", da lâret eo ur stlenn gouvezet dija, da skouer:

  • Ar c'hi a dantas ar plac'h
  • Ar plac'h a oa bet dantet gant ar c'hi
  • Ar plac'h e oa an hini e oa bet dantet gant ar c'hi
  • Ar plac'h, he dantañ a reas ar c'hi

Tema a reer eus an elfenn er frazenn ma vez termenet ganti ar pezh emeur o kaozeal diwar e benn ha rema a reer ouzh ar prezegad ha vez deskrivet gantañ.

Ret eo ivez ober an diforc'h etre tema frazennel (saoz. sentence-level topic) ha tema prezegennel (saoz. discourse-level topic). Da skouer:

Brav ha tomm e oa ti Mikael. Ne felle ket dezhañ e guitaat, met rankout a reas mont kuit, te 'oar. Ha pebezh jardin ivez!

Amañ eo bet termenet un tema prezegennel er frazenn gentañ (ti Mikael). En eil frazenn, avat, eo bet termenet un tema frazennel (dezhañ = Mikael). Ne gemm ket an tema prezegennel avat hag a-drugarez da se e komprener diouzhtu da betra e ra dave ar frazenn diwezhañ.

Meur a doare ez eus a yezh da yezh evit diskwel pegoulz eo bet kemmet an tema, da skouer e brezhoneg:

  • Lakaat e penn ar frazenn:
    • Brezhoneg a oaran
    • Te 'zo bras
    • Kanañ a ran
  • Raganv pleonastek : an hini e oa
  • Tu gouzañv: Ganimp e oa bet graet
  • R. pleonastek + T. gouzañv: Ganimp an hini e oa bet graet

E yezhoù all, avat, evel ar japaneg e vez implijet gante ur framm tema-rema ma vez merket atav un tema nevez dre implijout elfennoù arbennik, dreist-holl merk an tem, al lerc'henn (saoz. postposition), は wa.

Talvoudus eo merkañ an tema evit gallout ober hep rankout e adlâret gwezh ha gwezhall dre ma c'hell bezañ implijet raganvioù en lec'h temoù bet meneget dija e meur a yezh. Gant yezhoù amraganvelek evel ar japaneg avat e vezont diverket hepmuiken ha rankout a ra o c'hompren dre dielfennañ ar c'henarroud.

Gwelit ivez

kemmañ