Teodoro Francisco de Croix Heuchin (Lille, Flandrez, 30 a viz Mezheven 1730 - Madrid, Spagn, 8 a viz Ebrel 1792) a oa un den eus an noblañs flandrezat hag un ofiser a servijas Spagn hag a voe Besroue Perou adal 1784 betek 1790.

Teodoro de Croix, Besroue Perou.

Ganet e oa e kêr Lille a oa en Izelvroioù Spagnol (hiziv e Bro-C'hall). Da 17 vloaz e soudardas en arme Spagn evel asagn gant grenaderien ar roue, ha kaset e voe da Italia. E 1750, da 20 vloaz, ez eas gant Gwarded Wallon Bourboned Spagn.

En 1756 e voe anvet da letanant ha savet da varc'heg en Urzh Teutonek. En 1760 e voe anvet da goronal ar Warded Wallon.

Un eontr en doa, Carlos Francisco de Croix, markiz de Croix, a oa besroue en Spagn Nevez ha galvet e voe gantañ da zont di, e 1766, da vezañ kabiten e warded. Anvet e voe da c'houarnour ar c'hreñvlec'h en Acapulco ha da enseller ar soudarded er vesrouantelezh ma chomas betek 1770.

En 1771 e oa echu respetad ar besroue Croix, setu Francisco ha Teodoro da Spagn en-dro, ha ganto ar Visitador José de Gálvez.

En 1784 e voe anvet da vesroue Perou ma tigreizennas ar gouarnamant gant krouidigezh seizh intendencias.

Levrlennadur

kemmañ
  • Thomas, Alfred Barnaby, trans., Teodoro de Croix and the Northern Frontier of New Spain, 1776-1783. Norman, Okla.: University of Oklahoma Press, 1941. ISBN 0806100931.]]