The Lady of Shalott (taolenn)
The Lady of Shalott zo un daolenn gant al livour saoz John William Waterhouse (1849-1917) e 1888, awenet gant The Lady of Shalott, ur varzhoneg saoznek gant Alfred Tennyson (1809-1892) e 1832. War ziskouez emañ en Tate Gallery, e Londrez.
The Lady of Shalott a weler o sellout ouzh ur groaz e-kichen teir c'hantol, arouezioù ar vuhez, hogen div anezho zo bet lazhet.
Diazezet eo an oberenn war vojenn Elaine of Astolat, e mojenn Arzhur, a zo e karantez dall ouzh Lancelot.
Taolennoù all
kemmañWaterhouse en deus graet teir zaolenn en holl diwar-benn ar vojenn : e-kichen homañ, graet e 1888, e oa div all, e 1894 ha 1915.