The Longest Day (levr)

The Longest Day (An hirañ deiz e brezhoneg) zo ul levr saoznek gant ar c'hazetenner ha skrivagner iwerzhonat Cornelius Ryan (1920-1974) hag a voe embannet e 1959 er Stadoù-Unanet Amerika.

Rannet eo an oberenn etre teir rann — The Wait, The Night ha The Day — ma vez danevellet dre ar munud darbaroù Dilestradeg Normandi hag an dilestradeg hec'h-unan (d'ar 6 a viz Mezheven 1944) dre zarvoudoù istorel c'hoarvezet gant ar Gevrididi, gant soudarded al lu ac'hubiñ alaman, gant an harzerien c'hall ha gant an dud eus ar vro.

Ret e voe d'an oberour kas hogos tri bloavezhiad labour oc'h atersiñ ouzhpenn tri mil den — en Alamagn, e Breizh-Veur, Bro-C'hall, Kanada ha SUA — hag o devoa bevet an darvoudoù-se pe kemeret perzh enne, bet miret o anvioù gwirion e-barzh al levr.

War al levr-se en em ziazezas Ken Annakin, Andrew Marton ha Bernhard Wicki, e 1962, evit seveniñ The Longest Day, ar film brudet-kenañ produet gant Darryl F. Zanuck.

Barrek war istor an Eil Brezel-bed ec'h embannas Cornelius Ryan ivez The Last Battle e 1966 hag A Bridge Too Far e 1974.