The Notting Hillbillies
The Notting Hillbillies zo anv ur strollad sonerezh breizhveuriat hag a oa bet krouet e dibenn ar bloavezhioù dek ha pevar-ugent. C'hoari a ra an anv-mañ gant ar gerioù saoz Notting Hill (ur c'harter eus Kêr Londrez) ha Hillbilly (a denn d'an dud diwar ar maez, ha d'ar sonerezh folk, hini an Appalachoù alies, enebet ouzh ar sonerezh kenwerzhel aozet en ur studio).
Deuet e oa er-maez an albom Brothers in Arms, bet savet gant Dire Straits, e penn-kentañ miz Mae 1985. C'hoant kement hag ezhomm en devoa Mark Knopfler, hag eñ kaner ha soner gitar ar strollad-mañ, d'ober un tammig ehan. Se zo kaoz e oa aet da seniñ da Holbeck (eur c'harter eus Leeds) e-barzh The Grove Inn, a-gevret gant mignoned kozh dezhañ, Brendan Croker ha Steve Philips : ganet e oa ar strollad The Notting Hillbillies d'an 31 a viz Mae 1986 eta.
Ur soner all, Guy Fletcher, hag eñ ezel eus Dire Straits ivez, a voe galvet gant Knopfler da gas da benn enrolladenn ar bladenn nemeti bet savet gant The Notting Hillbillies, Missing... presumed having a good time an anv anezhi. Deuet e oa er-maez e penn kentañ miz Meurzh 1990, blaz ar blues hag ar rock-country gant an unnek kanaouenn a yae d'hec'h ober. 496 800 skouerenn anezhi a zo bet gwerzhet e Bro-C'hall.