The Queen Is Dead
Trede pladenn The Smiths eo The Queen Is Dead. Deuet eo er-maez d'ar 16 a viz Even 1986. Embannet e voe bet gant Rough Trade Records ha gant Sire Records er Stadoù-Unanet (d'an 23 a viz Even 1986). An holl ganaouennoù a zo bet savet gant Morrissey ha Johnny Marr, war-bouez digoradur The Queen Is Dead ("Take Me Back to Dear Old Blighty", savet gant A.J. Mills, Fred Godfrey ha Bennett Scott). Morrissey a gan hag a ra an diskan (dindan an anv Ann Coates), Johnny Marr a son gitar, harmoniom hag e-karg eus kempenn an tonioù emañ ivez. Andy Rourke a son gitar boud ha Mike Joyce a son taboulinoù. Produet e voe ar bladenn gant Stephen Street, asambles gant Johnny Marr ha Morrissey. Lod brasañ an tonioù a voe savet gant Johnny Marr e-keit ma oa The Smiths o treiñ er Rouantelezh-Unanet e penn-kentañ 1985. Skeudenn ar golo a zo tennet eus ar film gall L'Insoumis (1964).
Listenn an tonioù
kemmañ- The Queen Is Dead
- Frankly, Mr Shankly
- I know It's Over
- Never Had No One Ever
- Cemetery Gates
- Bigmouth Strikes Again
- The Boy With The Thorn In His Side
- Vicar In a Tutu
- There Is a Light that never Goes Out
- Some Girls Are Bigger Than Others