The Smiths
The Smiths a oa ur strollad pop /indie pop bet savet e Manchester e 1982 gant Morrissey (22 a viz Mae 1959) (kan), Johnny Marr (31 a viz Here 1963) (gitar), Andy Rourke (gitar boud) ha Mike Joyce (taboulinoù). Marr ha Morrissey a gejas an eil gant egile d' an 20 a viz Mae 1982 e ti Morrissey (384 Kings Road, Stretford). Marr a oa o klask ur c'haner a ganfe war an tonioù savet gantañ. Divodet eo bet ar strollad e 1987. Holl o fladennoù a zo bet embannet gant Rough Trade. Peurliesañ e vez gwelet evel strollad indie breizhveuriat pouezusañ ar bloavezhioù 1980, ha votet eo bet strollad gwellañ Breizh-Veur e 1984. Lakaet o deus embann peder fladenn : The Smiths (1984), Meat Is Murder (1985), The Queen Is Dead (1986) ha Strangeways, Here We Come (1987). Teir dastumadeg a zo deuet er-maez ivez : Hatful of Hollow (1984), The World Won't Listen (1987) ha Louder Than Bombs (1987). Re all a zo deuet er-maez ur wech divodet ar strollad, met ne oa ton nevez ebet warno. Ur bladenn enrollet war al leurenn, Rank he zitl, a zo deuet er-maez e 1988.