Theodore Kaczynski

Theodore John Kaczynski, lesanvet Ted, ganet d'an 22 a viz Mae 1942, a zo ur sponter stadunanat. Brudet e voe dre al lesanv roet dezhañ gant an FBI: Unabomber. Mailh war ar matematikoù, paouezet en devoa e labour er skol-veur e 1969 evit mont war-zu ur vuhez tost ouzh an natur. Etre 1978 betek 1995 en deus lazhet 3 a dud, ha gloazet 23 all. Lañset en devoa un heuliad tagadennoù gant bombezennoù dre ar vro a-bezh o choaz evel palioù an dud liammet gant an teknologiezhoù a-vremañ. Abegoù sponterezh Unabomber a oa reoù sokial a-enep ar greanterezh hag an teknologiezhoù modern, difenn a ra un doare anarkouriezh glas.

Theodore Kaczynski e 1996 pa voe harzet.
Unabomber e 1968
Bombezenn Unabomber adsavet gant an FBI

Harzet eo bet d'an 3 a viz Ebrel 1996. D'an 22 a viz Ebrel 1998 e voe kondaonet 8 gwech d'an toull-bac'h da viken.