Thomas Price (Carnhuanawc)

Thomas Price (2 a viz Here 17877 a viz Du 1848), anavezet ivez evel Carnhuanawc hervez e anv-barzh, a oa un istorour hag un den a bouez e lennegezh Kembre en XIXvet kantved.
Ganet e voe e Llanfihangel Bryn Pabuan, e-kichen Llanfair-ym-Muallt, e kontelezh Brycheiniog, e reter ar vro.
Skrivañ a reas e kembraeg hag e saozneg.
Labourat a reas gant an Itron Charlotte Guest p'edo-hi o treiñ ar Mabinogion e saozneg. Daremprediñ a reas Kervarker pa zeuas da Gembre.

Poltred Carnhuanawc (war-dro 1826) gant "Emmanuel Giaconia" (lesanv; marteze William Jones pe Hugh Hughes) e Skol-veur Kembre Y Drindod Dewi Sant, Llanbedr Pont Steffan

E 1805 ez eas da skol Aberhonddu. Fellout a rae dezhañ bout diagon gant Iliz Bro-Saoz ; kure e voe e Sir Faesyfed, bevañ a rae e Llanfair-ym-Muallt, gant e vamm.

Oberennoù

kemmañ
  • An Essay on the Physiognomy and Physiology of the Present Inhabitants of Britain (1829)
  • Hanes Cymru a Chenedl y Cymryo'r Cynoesoedd hyd at Farwolaeth Llywelyn ap Gruffydd (1836-1842)
  • The Geographical Progress of Empire and Civilization (1847)
  • Literary Remains (1854-55)

Liammoù diavaez

kemmañ