Tiberius Claudius Cogidubnus
Tiberius Claudius Cogidubnus, pe Togidubnus, a oa roue brezhon ar Regnenses, en Enez Vreizh, en amzer an impalaer Glaoda Iañ, hag ar c'houarnourien Ostorius Scapula hag Aulus Didius Gallus. Mignon e oa d'ar Romaned.
E balez, hag a vefe bet e villa roman Fishbourne, e-kichen Chichester, a oa e bro an Atrebated a-raok aloubadeg ar Romaned e 43. Krediñ a c'haller e oa hêr da Verica, roue an Atrebated a oa bet diskaret hag a roas digarez da Claudius da gas e armeoù. Goude an aloubadeg ez eas e rouantelezh gant ar Regnenses, pe Regni.
Tacitus[1] en deus skrivet diwar e benn :
- Quaedam civitates Cogidumno regi donatae (is ad nostram usque memoriam fidissimus mansit), vetere ac jam pridem recepta populi Romani consuetudine, ut haberet instrumenta servitutis et reges. ( "Ar roue Cogidumnus, mignon feal betek-henn, a zo bet gopret gant un toullad keodedoù, dre ma oa kustumm gant ar bobl roman da ober gant meveliezh ar roueed o-unan").
Notennoù
kemmañ- ↑ Tacitus, Buhez Agricola, XIV