Regini (pobl)
(Adkaset eus Regnenses)
Ar Regini, Regni pe Regnenses a oa ur bobl geltiek o devoa ur rouantelezh en kreisteiz Enez Vreizh, e West Sussex hiriv. Noviomagus Regnorum a oa o c'hêr-benn, Chichester, hiziv,
A-raok an aloudabeg roman e oa o douaroù un darn eus tachenn an Atrebates, ha ganto e raent ur c'hengevredad pobloù moarvat. Marteze e oa aet ar Regini d'ober ur rouantelezh suj, goude an aloudabeg roman, kement ha gwareziñ an tachennoù roman war-dro Londrez diouzh ar pobloù kelt a veve pelloc'h er gornaoueg.
Rener ar rouantelezh-se e oa Tiberius Claudius Cogidubnus, war a seblant[1]. Goude e varv e voe staget e riez ouzh proviñs Britannia.
O amezeien
kemmañO anv
kemmañ- Klaudios Ptolemaios II, 3, 213 : Regni, Rigni, Regini
- Itinerarium Antonini 47710 (Iter VII) : A Regno Lundinio
- Dizanv Ravenna 10620 : Navimago Regentium
> tro-envel *Regnenses : tud ar rouantelezh[2]