Tiegezh Plantagenet

(Adkaset eus Tiegezh Plantagenêt)

An Tiegezh Plantagenêt zo un tiegezh uhel a orin eus Anjev hag a renas e Bro-Saoz e-pad tremen tri c'hantved, adalek Henry II (ren 1154-1189) betek marv Richard III e 1485.

Geoffroy V Plantagenest, circa 1151

An anv Plantagenêt (en dihelloù saoz e skriver Plantagenet, Plantaganet, Plantagenett, Plantagenette, Plantaginet, Plantagynett, etc.), da gentañ, a oa lesanv Jafrez V (1128-1151), kont Anjev ha Maine. N'ouzer ket eus pelec'h e teu, dizemglev zo etre an istorourien. Krediñ a reer e lakae balan ouzh e dog. Kentañ meneg eus an anv zo dindan pluenn Wace en e Roman de Rou : « Gisfrei son frere Que l'on clamout Plante Genest »[1].

Tud brudetañ

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Holden, A. J. Le Roman de Rou de Wace. Paris : A. & J. Picard, 1970 (III, 10271).