Timbroù Armenia
Armenia zo ur vro enezennet ha menezek lec'hiet e Kaokaz ar Su, etre Europa hag Azia.
Bet eo bro ar C’haokaz dindan beli Tsared Rusia betek ma tarzh an Dispac'h bolchevik e 1917 hag ec’h embann kreisteiz ar vro e frankiz dindan anv “Republik dizalc’h Kaokaz”. Ne bad ket ar Stad yaouank avat, rak e 1918 e tiwan teir Stad emren : Armenia, Azerbaidjan ha Jorjia. Dizemglev a sav etre ar republikoù nevez kement hag ez int aloubet gant an Arme Ruz e 1921. Dre urzh ar gouarnamant bolchevik int bodet en-dro dindan anv “Kevredad Treuzkaokaz” ha degemeret en Unaniezh Soviedel e miz Kerzu 1922.
Timbroù rusian 1918 dreistmoulet « K 60 K » zo bet implijet en Armenia da gentañ (1919), a-raok na vefe moulet e liv du pe glas-mouk al lizherenn Հ sparlet, da lavaret eo berradur “Republik Armenia”.
Dav eo gortoz 1920 evit gwelout an timbroù kentañ engravet, treset gant Archak Fetvajian hag o skeudennaouiñ arouezioù ar vro nevez-dieub : an erer, ar menez Ararat, ur vaouez azezet o nezañ. Hervez reolennoù Unvaniezh Postoù ar Bed e c’heller lenn anv ar vro e lizherennoù latin koulz hag e lizherennoù armeniek (ՀԱՅԱՍՏԱՆՒ).
Pa teu da vezañ ur “Republik Sokialour Kevredek Soviedel”, Armenia a embann un toullad rummadoù timbroù gant menegoù e yezh ar vro nemetken. Arouezioù ar falz hag ar morzhol, pe hini ar steredenn, zo splann war an holl dimbroù pe dost, ha dre lenn al lizherennoù ՌՈՒԲԼՒ e kompreno an dud ez eus kaoz eus Armenia.
Timbroù ar Republik Treuzkaokazek a vo implijet e 1923. Timbroù rusian pe armenian int, dreistmoulet gant ur steredenn, en he c’hreiz al lizherennoù З С Ф С Р a dalv kement ha “Republik Sokialour Kevredek Soviedel Treuzkaokazek” e rusianeg. Ur rummad gouestlet d’ar menez Ararat ha da puñsoù tir-eoul a vo embannet e 1923.
Etre 1924 ha miz Du 1991 emañ Armenia unan eus Republikoù an Unaniezh Soviedel ha timbroù ar Stad-se a vez implijet. Timbroù zo gouestlet da savadurioù pe da dudennoù Armenia : ur strollad armenianed (e 1933, en ur rummad diwar-benn pobloù an Unvaniezh), ardamez Armenia (e 1947), 30vet deiz-ha-bloaz ar Republik (e 1950), deiz-ha-bloaz marv ar skrivagner K. Abovian (e 1956), al livour G. Bachindjaguiane (1957), Erevan (1958), gizioù Armenia (1961), 1600vet deiz-ha-bloaz ganedigezh ar skrivagner Mesrop Machtotzhag ar barzh Saïate Nova (1962), ar barzh Manouk Abjegian (1965), an dispac’hour S. Chaoumian (1968.
E 1991 eo dismantret Stad an Unaniezh Soviedel. Melestradurezh Armenia a embann timbroù evit ar vro diwar-vremañ.
-
Timbr Armenia – 1998
-
Timbr Armenia – 2005
Liammoù diavaez
kemmañ- (en) Lec’hienn ar velestradurezh
- Chomlec’h : Namakanish 22 Saryan Str., 9th floor, Yerevan (Republic of Armenia)