Timbroù RSKS Treuzkaokazek

Emañ an Treuzkaokaz etre ar Mor Du ha Mor Kaspia, e hanternoz Iran ha Turkia. Rannet eo ar vro venezek-se gant Stadoù Armenia, Azerbaidjan ha Jorjia.

Kartenn an Treuzkaokaz

D’an 29 a viz Kerzu 1922 eo degemeret en Unvaniezh Soviedel broioù Kaokaz ar Su, dindan an anv a Republik Sokialour Kevredek Soviedel Treuzkaokazek, war-bouez un tamm mat eus tiriad Armenia hag a gouezh etre daouarn Turkia. Berrbad e vo avat, rak e 1936 e vo rannet ar rannvro e teir lodenn a yelo d’ober Republikoù Sokialour Jorjia, Armenia hag Azerbaidjan.

Timbr 1923

Krog eo ar Republik Treuzkaokazek da embann timbroù e 1923. Timbroù Rusia pe Armenia int, dreistmoullet gant ur steredenn, en he c’hreiz al lizherennoù З С Ф С Р a dalv kement ha "Republik Sokialour Kevredek Soviedel Treuzkaokazek” e rusianeg. Ur rummad gouestlet d’ar menez Ararat ha d’ar puñsoù tir-eoul a vo embannet e 1923, gant ur dalvoudegezh-werzh e roubl pe e Kopek-aour. An timbr diwezhañ zo dreistmoullet gant « 700 000 РУБ ».

Timbroù an Unvaniezh Soviedel a vo implijet adalek 1924 betek ma vo dizalc’h republikoù ar C’haokaz.

Pennadoù kar

kemmañ