Batoum e oa anv kêr-benn Adjara, ur republik emren e mervent Jorjia, war vord ar Mor Du.

Gwezenn-aloez - 1919
Timbr Rusia 50 roubl war 2 kopek -1919

E penn-kentañ ar Brezel Bras emañ dindan dalc’h Rusia, met un emsavadeg a vroud arme Turkia da aloubiñ Batoum e miz Ebrel 1918. An dTurked o vezañ kuitaet kêr e tiviz arme ar Rouantelezh-Unanet dilestrañ e Batoum e miz Kerzu. Betek miz Gouere 1920 e pado ar velestradurezh saoz.

E penn kentañ 1919 e ra diouer an timbroù-post er vro hag e krog ar velestradurezh da embann he zimbroù-hi e miz C’hwevrer. Diskouez a reont ur wezenn-aloez gant ar meneg БАТУМСКАЯ ПОЧТА (BATUMSKAYA POCHTA).

Dreistmoulet e vo diwezhatoc’h an timbroù-se gant "BRITISH OCCUPATION", tra ma vo implijet ivez kozh timbroù Rusia dreistmoulet memes mod. Advoullet e vo ar rummad e 1920 gant prizioù-gwerzh uheloc’h (50 roubl e lec’h 5 kopek), en abeg da gresk ar prizioù.

Timbroù ar wezenn-aloez soulgarget.

Timbroù ar wezenn-aloez a vez kavet aliezik bremañ (advoullet e vijent bet goude an aloubadeg moarvat) met rouesoc’h ha priziet mat eo timbroù Rusia dreistmoulet.

Batoumi eo anv ar porzh bras bremañ. Timbroù Jorjia eo a vez graet ganto hiviziken.

Pennad kar

kemmañ