Timbroù Belarus
Emañ Belarus e reter Europa, en hanternoz da Ukraina, etre Rusia, Polonia hag ar Broioù balt. Ul lodenn eus Impalaeriezh Rusia e voe adalek an XVIIIvet kantved.
Aloubadeg gant Alamaned (1915-1918)
kemmañE-kerzh ar Brezel-bed kentañ, e 1915, e voe aloubet lodenn gornôgel Belarus gant Alamagn ha lakaet dindan ren ar velestradurezh vilourel anvet Oberbefehlshaber der gesamten Deutschen Streitkräfte im Osten (berradur :Ober ost), da lavaret eo "Gourc'hemennerezh uhelañ an holl nerzhioù alaman er Reter".
E miz C'hwevrer 1918 e voe aloubet hogos Belarus a-bezh gant Alamagn. Timbroù Alamagn dreistmoullet gant Ober ost a voe implijet er vro.
Republik Pobl Belarus (1918)
kemmañE miz Meurzh 1918 e sinas Alamagn ha Rusia Feur-emglev Brest-Litovsk. Dont a rae Belarus da vezañ ul lodenn eus tachenn levezon Alamagn.
Belarus a embannas he dizalc'hiezh evel Republik Pobl Belarus. Ne badas ket pell avat : pa voe peurechuet ar Brezel-bed kentañ (miz Du 1918) ec'h eas kuit an arme alaman hag aloubet e voe an tiriad gant arme URSS e miz Kerzu. Gant skoazell Rusia e voe krouet Republik Sokialour Soviedel Bielorusia e miz Genver 1919.
En harlu ec’h embannas gouarnamant Republik Pobl Belarus timbroù e 1920. Diaes eo gouzout e peseurt mod int bet implijet. Lennet e veze "БНР" war an timbroù – berradur "Беларуская Народная Рэспубліка", a dalv "Republik Pobl Belarus".
Republik Sokialour Soviedel Bielorusia (1918-1941 ha 1945-1991)
kemmañN'eus ket bet embannet timbroù dindan an anv RSS Bielorusia, met kavet e vez timbroù a denn d’ar vuhez, d’ar savadurioù, da dudennoù Bielorusia e-touez ar re embannet gant postoù an Unaniezh Soviedel.
Aloubadeg Alamagn (1941-1944)
kemmañE 1941 e voe nullet Emglev Molotov-Ribbentrop gant Alamagn hag aloubet an Unaniezh Soviedel. Staget e voe lodenn gornôgel Belarus ouzh Alamagn. Lakaet e voe al lodennoù kreiz dindan ar velestradurezh keodedel (Reichskomisariat Ostland ha Reichskomisariat Ukraina). Al lodenn reterañ a chomas dindan velestradurezh vilourel a-hed ar brezel.
Dreistmoullet e voe timbroù boas Alamagn (poltred Hitler) gant OSTLAND ("Bro ar Reter").
E 1944 e voe adstaget Bielorusia ouzh an Unaniezh Soviedel, gant an harzoù a anavezomp hiziv an deiz.
Republik Belarus (1992- )
kemmañGoude diskar an Unaniezh Soviedel e voe disklêriet dizalc'hiezh Republik Belarus e 1991.
Ofisiel eo hiviziken an anv BELARUS (e-lec’h BIELORUSIA) a gaver skrivet war bep timbr gant al lizherenneg latin hag al lizherenneg kirillek war un dro.
Krog e voe Postoù Belarus da embann timbroù e 1992, liesseurt an danvez anezho : tudennoù istor Belarus, arouezioù ar Republik (skoed, banniel), loened ar vro, gwiskamantoù hengoune hag all.
-
Timbr ar bloaz 2003
-
Timbr ar bloaz 2007
Liamm diavaez
kemmañ- (en)Postoù Belarus