Timbroù Fezzan Ghadames
Emañ an tiriad anvet Fezzan e su Libia, bevennet gant Tchad ha Tripolitania. Un dezerzh eo, amañ ha ahont un toullad kêriadennoù en-dro d'un oaziz.
Lesanvet eo Ghadames Perlezenn an dezerzh. Lec'hiet eo ar gêr-se e kornôg Libia, e-kichen bevennoù Aljeria ha Tunizia.
Anvet eo bet "Fezzan ha Ghadames" ar rannvro a voe un darn eus trevadenn Libia italian goude ma voe aloubet gant an arme c'hall e 1943. Meret e voe gant melestradurezh Bro-C'hall betek ma voe dizalc'h Libia e 1951.
E 1943 e voe implijet timbroù moullet gant an Italianed evit trevadenn Libia, hag int dreistmoullet gant ar gerioù FEZZAN Occupation Française hag un talvoud-gwerzh e lurioù gall, etre 50 santim ha 50 lur. Rouez int bremañ hag uhel o friz.
Timbroù Aljeria a voe implijet e 1946 pa teuas ar vro da vout Fezzan Ghadamès Territoire Militaire (Tiriad milourel Fezzan Ghadames). 15 timbr a voe moullet, warno tresadenn kreñvlec'h Sebha, kartenn ar vro... Ur rummad a voe embannet evit ar postoù-nij ivez.
Dispartiet e voe Fezzan ha Ghadames a-fet melestradurezh d'ar 1añ a viz Genver 1948, met chom a raent takadoù soudarded avat. Stag e oa Fezzan ouzh Tiriadoù Arme Su Aljeria, ha Ghadames ouzh hini Tunizia.
E 1949 e teuas er-maez ur rummad 8 timbr (ha daou damm evit ar postoù nij) warno Kroaz Agades, gant ar meneg Territoire militaire de Ghadames.
Timbroù a voe embannet c'hoazh e Fezzan e 1951, met kendeuzet eo ar Fezzan, tiriad Cyrenaica ha Tripolitania e fin ar bloaz a-benn sevel Rouantelezh Libia.